17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Ar gevredigezh

Gant skoazell Diwan eo bet krouet ar Redadeg e miz Mae 2008 evit lidañ 30 vloaz ar skolioù Diwan war an ton bras.

Hiziv eo ur gevredigezh emren aozet diouzh lezenn 1901, bet savet e miz Gwengolo 2008, enrollet er prefeti dindan an niverenn W353006925.

Diazezet eo mont en-dro ar gevredigezh war youl vat hec’h izili. Bodañ a ra tud, c’hoant ganto kemer perzh e aozadur hollek ar Redadeg.

M’ ho peus c’hoant da gemer perzh ivez e kavec’h amañ kenstag :

Bazh test 2022

Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha gant startijenn !

Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet ar c’hilometradoù d’an dougerien. Dasparzhet e vez ar gounid etre raktresoù nevez ha liesseurt dibabet bep bloaz, bepred evit skoazellañ ar yezh er gevredigezh a-vremañ, ar c’helenn pe ar mediaoù, implijout ar yezh er vuhez foran, reiñ tu d’ar vrezhonegerien d’ober gant o yezh...

Tremen a raio dre 5 departamant Breizh a-hed muioc’h ha 2000 km ha dre vuioc’h eget 300 kumun. An 9vet Redadeg a vo d’ar 17 a viz Mae 2024 eus Beg ar Raz (29) betek ar 25 a viz Mae 2024 da vMontroulez (29).

Difenn a ra ar Redadeg gêr-stur « Brezhoneg ha plijadur » !
Gallout a reer redek gant ar familh, etre mignoned pe genlabourerien, treuzwisket, en ur seniñ, heuliañ ar Redadeg war droad pe gant botoù-ruilh, gant karrigoù-babig pe war varc’h-houarn... Sevel gouelioù pe ober e vad eus ar festoù-noz pe ar festoù-deiz, eus an abadennoù c’hoariva, eus ar standoù, an dijunioù... Kavet diouzh al lec’h hag ar c’houlz ma tremeno ar Redadeg.
Kemer plijadur eo ar pal kentañ, bezañ gwelet ha diskouez omp niverus o vezañ mennet gant ur yezh vev e Breizh hag evel-just un dro vrav da glevout ha da gaozeal brezhoneg !

Ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo kuzhet enni ur gemennadenn a vo kaset a zorn da zorn betek kêr an degouezh hag a vo lennet dirak an holl ur wech erru ar rederien.

Un darvoud war un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur.

Un darvoud dezhañ ul levezon vras war ar mediaoù (e Breizh ha pelloc’h), war an armerzh (war-eeun en ur mod dieeun) ha war ar sevenadur.