Aozañ un darvoud war an hentad
Gouelioù hag ambilhañ a-hed an hent
Evel-just e vez savet gouelioù bras evit al loc’hañ hag an degouezh, hag a-hed an hent e vez kavet ivez ur bern darvoudoù ha traoù kaer aozet gant kevredigezhioù, skolioù, strolladoù tud tomm ouzh ar yezh.
Goude tremen ar redadeg, e chom an arvesterien da lidañ an darvoud ha diouzh an eur e vez kavet darvoudoù a bep seurt ... Pep intrudu a vez degemeret mat.
Ar Redadeg a ro tro da ziskouez ar binvidigezh arzel e Breizh hag e brezhoneg, traoù hengounel ha traoù a-vremañ (arvestoù c’hoariva, sinema, sonerezh, ...) hag ivez startijenn ar sport (gouren, bageal, redek war droad pe war velo, melldroad iwerzhonat, ...), buhez ar sevenadur hag ar gouelioù (levrioù, c’hoarioù, dañsoù, margodennoù, ...).
Lârit deomp ar pezh a vo aozet ganeoc’h dre ar furmskrid dindan, mont a raio da vagañ hor c’hehentiñ (lec’hienn internet, rouedadoù sokial...)
Pellgargit elfennoù grafek ar bloaz ha savit skritell ha/pe pleg-dipleg ho tarvoud ha kasit pep tra da Cyril a vo plijet da skignañ war deiziataer al lec’hienn internet ha war ar rouedadoù sokial.