17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Renabliñ al lec’hioù brav

Setu amañ dindan ur furmskrid da leuniañ evit titouriñ ac’hanomp diwar-benn al lec’hioù brav ha dedennus da luc’hskeudenniñ pe da filmañ evit aozañ mat kehentiñ Redadeg 2024. Treuzkaset e vo d’hor skipailh kehentiñ, dezhañ da brientiñ al labour evit en em brientiñ a-raok an darvoud. Ar furmskrid zo da leuniañ kement lec’h da renabliñ.
Da c’houzout :

  • Da bep skipailh lec’hel da gaout un den barrek war al luc’hskeudenniñ (ar rederien gant o dosar hag ar vazh-test, e/he skipailh ha kement tra a c’hoarvez tro-dro d’an heuliadeg)
  • D’ar Skipailh Kreiz d’ober war-dro ar c’hehentiñ hollek. Paotred ar c’hamera ha skeudennaour Ar Redadeg a c’hell bezañ tro-dro d’an heuliadeg evit ober o labour (pignat e/diskenn eus ar c’hamion, redek h.a...)
    Trugarez evit degemer mat anezho !