Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Gouelioù ... a bep seurt

Gouelioù ... a bep seurt

eus an 29 a viz Ebrel d’ar 7 Mae 2016, eus Sant-Ervlan da Lokoal-Mendon

Taolioù kaer e-leizh e vo a-hed an hent !
Sur ha n’eo ket marteze !
Festoù-noz ha deiz, gouelioù a bep seurt gant dañs ha sonerezh, hag ivez dijuniñ, pe sport pe abadennoù evit ar vugale... kit da glask ! un dra zo en ho korn bro, sur ha n’eo ket marteze !

  • Gouel al loc’hañ a vo e Sant-Ervlan

    Ebrel 2016

    Du KM 1 au KM 30

    Gouel al loc’hañ Sant-Ervlan d’ar Gwener 29 a viz Ebrel, Parc ar Savèze - Sillon de Bretagne da 6e Digor d’an holl hag evit mann ! Program an abadenn da bellgargan Adalek 6e : Prezegennoù. Erruout a raio ar vazh-test. Karr Meurlarjez Naoned. Abadennoù : Strollad c’hoariva La Obra, Bagadoù Liger-Atlantel ha Lokoal-Mendon. 13km kentañ ar Redadeg : troioù a vo a dremeno meur a wech dirak al leurenn e kreiz ar gouel. Skolioù, kevredigezhioù, embregerezhioù, tud brudet ha dilennidi a yelo da redek … Lenn ar peurrest
  • Abadennoù e Bruz

    Ebrel 2016

    Au KM 173

    Abadennoù kinniget gant Ti-Kêr Bruz Bruzhoneg, Div Yezh Bruz, kevelet gant la Bicyclette Bruzoise, Vélo Fasto, Intermarché Bruz, Kelc’h Keltiek Bruz, Bruz Solidarité, Page 5, gant bezañs Bruno Bertin, ar skeudennaouer… Deuit da harpañ Gaël Madec ha Ronan Michel, a loc’ho Bruz da 5 eur gant o “vélos couchés” evit o zro Europa.
  • "Brezhoneg em Beg" e Roazhon

    Ebrel 2016

    Du KM 180 au KM 204

    d’ar Sadorn 30 a viz Ebrel - 3e30-6e00 levrig Roazhon 30/04/2016 25 km e Roazhon hag ur gouel brav gant un dibunadeg ispisial "Brezhoneg em Beg" ha pevar lec’h evit gortoz ar redadeg gant Brezhoneg ha Plijadur hag ivez Gallaoueg !
  • Redadeg e Roazhon, kas koadaj !

    Ebrel 2016

    Du KM 180 au KM 204

    7 Skipailh 10 den, prest da redek a-bep eil e-pad 24km e Roazhon. 3km ’vo d’ober gant pep skipailh, gante un tem bennak evit n’em treuzwiskañ hag ijin un dañs bennak! Ar pal ’zo kas koadaj a-hed tremen ar Redadeg e Roazhon.
  • Kastell-Bourc’h

    Ebrel 2016

    Du KM 226 au KM 232

    d’ar Sadorn 30 a viz Ebrel - 7e noz Un darvoud a vo kinniget deoc’h da c’hortoz ar Redadeg gant plijadur : Kavet ’vo adalek 7e noz : Dañs ha gouren Sonerezh Dremmlivadur evit ar vugale Happy Breizh (kaletezenn-silzig, dbenn pred ha evajoù)
  • Argantred-ar-Genkiz / Bro Gwitreg

    Ebrel 2016

    Du KM 250 au KM 254

    d’ar Sadorn 30 a viz Ebrel - 6e-11e30 noz Gwech kentañ e tremen ar Redadeg ken pell war ar reter, e Harzoù Breizh ! lidet ’vo an darvoud ! Aozet ’vo ar gouel gant kevredigezhioù ar vro (Ar bagad, La Boueze, Spered ar vro, al levraoueg,...), skol divyezhek Jean XXIII eus Gwitreg ha skoazell bras ti-kêr Argantred-ar-Genkiz. Maer ar gumun-se, Jean-Noël Beviere, en doa sinet karta Ofis ar brezhoneg e 2015. ha tomm eo e c’halon ouzh ar brezhoneg. Liesseurt ha pinvidik e vo an abadenn : Kontadennoù … Lenn ar peurrest
  • Sant-Brieg

    Mae 2016

    Du KM 434 au KM 434

    D’ar Sul kentañ a viz Mae - 2e30 goude merenn-8e noz Telenn, Ti ar Vro (straed al Lege) Rencontre Penthièvre, qualificatif Penthièvre du championnat de danse individuel. Musique : concours couple de sonneur, duo libre / Concours des bagads de 5ème catégorie du 22 et Qualificatif du championnat de Bretagne des batteurs solistes. 19h00 : Passage de la Redadeg !
  • Larruen

    Mae 2016

    Du KM 675 au KM 675

    Larruen < 02/05 - 17:00..24:00 > Lanrivain Baleadenn gant ur rederig, abadenn evit ar vugale (Erwan Hemeury), fest-noz gant kanerien ha sonerien ar vro, boued war al lec’h
  • Langoned : Redadegig ar vugale

    Mae 2016

    Au KM 724

    d’al Lun 2 a viz Mae Redadegig ar vugale a vo, tro lenn Langoned. Kemeret vo perzh gant bugale ar c’hlasoù divyezhek publik Langoned ha Gourin. Da heul ar pik-nik e c’hello ar vugale redeg 800 pe 1600 m, da lâret eo ober tro al lenn. Ur vazh-test a vo savet war patrom hini ar Redadeg, e-barz e vo un destenn savet gant ar ganerez Kaelig.
  • Karaez : Fest deiz skol sonerezh ar Poc’her

    Mae 2016

    Au KM 830

    d’ar Meurzh 3 a viz Mae - 3e45 goude merenn Da-heul tremen ar Redadeg e Karaez e vo muzik war ul leurenn stallied e-kichenn ti ar c’hoarioù ampartiz e Kerampuilh. Liseidi Diwan a grogo ganti, araok fest deiz bloaz ar skol sonerezh aozet ar bloaz-mañ da vare ar Redadeg. Krampouezh a vo, hag un davarn evel just !
  • Un ton bras e Plougerne

    Mae 2016

    Du KM 1050 au KM 1085

    Lesneven < 04/05 - 14:00 > Lesneven Pik-nik gant ar skolioù ha Ti ar Vro, da c’hortoz ar rederien a erruo da 2 eur. Kerlouan - Gwiseni < 04/05 - 16:00..17:30 > Kerlouan - Guisseny Kmoù war hent an Dro Velo (raktres arc’hantet e 2012) / Sur la route du Tro Velo pour découvrir le Pays Pagan. Plougerne < 04/05 - 17:30..01:30.. > Plougerneau Dirak pe e Sal an Armorica 17e30 : stalioù evit ar vugale betek 10vl : kid’s athlé, redadegig, livañ an dremm, stal tresañ, c’hoarioù hengounel … Lenn ar peurrest
  • Sant-Pabu - Pourvezioù ha sonerezh

    Mae 2016

    Du KM 1093 au KM 1094

    d’ar Merc’her 4 a viz Mae - 9e noz Ur banne a vo da gaout dirak ti-kêr Sant-Pabu (straed ar bourk) a-raok ha goude tremen ar Redadeg. Ha sonerezh a vo roet da glevet evit reiñ startijenn d’ar rederien.
  • Beilhadeg e Lambaol

    Mae 2016

    Au KM 1096

    d’ar Merc’her 4 a viz Mae - 9e30 noz Ur beilhadeg a vo kinniget dirak iliz Lambaol-Gwitalmeze (pe e sal ar gumun ma vez glav) evit gortoz ar rederien, brezhonegañ, kaout plijadur asambles... Krampouezh a vo da gaout ha onerezh a vo ivez evit dañsal.
  • Gwitalmeze : Kilometrad treuzwisket

    Mae 2016

    Au KM 1100

    d’ar Merc’her 4 a viz Mae da 9e30 noz. Kinnig a ra skol Diwan Gwitalmeze d’an dud dont da redek asambles gant bugale ar skol, met bezit treuzwisket ! Emgav war blasenn an iliz d’ar Merc’her 4 a viz Mae da 9e30 noz.
  • Bannaleg

    Mae 2016

    Du KM 1539 au KM 1550

    Bannaleg < 06/05 - 20:30..24:00 > Bannalec FEST AVEN E sal « Ar Banal Aour » Fest’Aven a lido ar Redadeg o tremen da 11e noz. Aozet gant ar c’helc’hioù, ar bagadoù hag ar c’hevredigezhioù sevenadurel Bro Kemperle. Kan, dañs ha sonerezh Breizh. Digoust. Tavarn ha boued war al lec’h.
  • Kemperle

    Mae 2016

    Du KM 1556 au KM 1561

    d’ar Sadorn 7 a viz Mae da 1e noz ! Abadenn sonerezh o fiñval e Kemperle gant ar CIRCOPHATHES §
  • Bro an Oriant

    Mae 2016

    Du KM 1562 au KM 1604

    Tremen a raio diouzh Noz met ne vo na sioul na mut ar gouelioù a-hed an hentad ! Lidet ’vo e pep lec’h plijadur kaozeal brezhoneg gant sonerezh ha kan ! sellit ouzh ar programm ! pdf/levrig_bro_an_oriant-2.pdf
  • Bro an Oriant : Fest-Noz bras e Kernours-Kervignac

    Mae 2016

    Du KM 1593 au KM 1593

    Kernours-Kervignag < 07/05 – 20:30..24:00 > Kernours-Kervignac Fest noz : Dastumerion, Melven, Syz-Denis, Lena Foll hag Ewan Bido, Ar pemp apostol, Komperien, Perennès-Tassin, Le Normand/Le Foll, les musiciens de l’Ecole de Musique Traditionnelle de Kervignac.. Affiche à télécharger
  • Porzh Gwened- Redadegig, flashmob, bag plat

    Mae 2016

    Du KM 1641 au KM 1650

    Porzh Gwened - d’ar 7 aviz Mae etre 10e ha kreisteiz programm hag hentad ar flasmod
  • E Lokoal-Mendon e vo degouezh ar 5vet Redadeg

    Mae 2016

    Du KM 1696 au KM 1708

    Arabat chom hep mont da zegouezh ar Redadeg ! Fromus, dreistordinal, souezhus, n’oc’h ket evit disoñj ar fest-se ! Digor d’an holl ha digoust an abadennoù da heul ! Abeg ebet ho po evit chom b’ar gêr ! Ur programm evit an holl, 2 leurenn, unan kentoc’h war zu sonerezh a vremañ, unan all kentoc’h hengounel evit dañsal ! Plijadur evit an holl, c’hoarioù evit ar vugale, ha souezhadennoù a-bep seurt ! Deuit niverus ! Deuit da redek ar c’hilometroù diwezhañ. Deuit d’an defi evit ar 1700 soner ! … Lenn ar peurrest