Redadeg 2024 : Eus Beg ar Raz betek Montroulez
Boded oa bet izili ar Redadeg d’ar 26 a viz Du 2022 e Rostren evit Emvod-Meur ar gevredigezh. Fin an devezh oa bet divizet gant ar C’huzul-merañ nevez lec’h loc’hañ ha degouezh he 9vet abadenn e 2024. Lañset oa bet ar galv e miz Here d’an holl diez-kêr e Breizh ha d’ar c’hevredigezhioù.
Ur bodad labour a-youl vat zo bet savet evit reiñ lañs d’ar galv, kejañ ouzh pep hini en deus lakaet e anv e miz Du gant ar pal gouzout hiroc’h diwar-benn pep raktres. « Resevet hon eus raktresoù 3 c’humun evit al loc’hañ ha 3 all evit an degouezh kinniget gant tiez-kêr ha kevredigezhioù ‘zo » eme Solena, ezel eus ar bodad labour.
Diouzh muzulioù a bep seurt, eo bet graet ar choaz hervez ur votadeg ha laouen eo Kuzul-merañ nevez ar Redadeg hag e vodad labour o kemenn deoc’h e vo degemeret loc’hañ 2024 e Plougoñ (Beg ar Raz) d’ar 17 a viz Mae gant Emglev ar C’hab hag an degouezh 8 devezh war-lerc’h e Montroulez d’ar 25 a viz Mae gant KLT – Ti ar Vro Montroulez.
Ar pal kentañ bremañ eo liammañ an div gumun gant un hentad a dreuzo Breizh 5 departamant. Gervel a ra ar Redadeg an holl gevredigezhioù, kerent ar skolidi Diwan, Div Yezh, Divaskell ha tud dedennet gant soñjoù emerzerc’hiañ evit sevel a-stroll hentad 2024 war o zerouar. (furmskrid)
Emgav kentañ evit degas ar gaoz ha sevel an hentad : Sadorn 14 a viz Genver 2023 e Karaez.
Komz a reont diwar hor penn :
- Le Télégramme, 28 a viz Du 2022
- Ouest-France, 28 a viz Du 2022