8 >> 16 a viz Mae 2026 / Lannuon >> Naoned

Galv loc’hañ Redadeg 2028

Galv d’en em lakaat war ar renk evit aozañ al loc’hañ !

Un darvoud breizhat eo Ar Redadeg, aozet war dachenn Breizh bep eil bloaz. Lieslec’h eo ha reiñ a ra lusk da lakaat kement kevredigezh, kement embregerezh ha kement den zo da genlabourat dorn-ha-dorn. Un darvoud dibar eo evit ar re tomm o c’halon ouzh ar brezhoneg hag ouzh e implij pemdeziek. Ar Redadeg a zo he fal talvoudekaat ar yezh, en he finvidigezh hag he liesegezh, en ur zastum arc’hant ha kas war-raok raktresoù evit ar brezhoneg.

Redadeg 2028 a vo eus ar

Gwener 28 a viz Ebrel d’ar Sul 07 a viz Mae 2028.

JPEG - 676 kio

Prest e vefec’h d’ober war-dro al loc’hañ e 2028 ? Na chomit ket da dortal : savit un darvoud leun a vuhez ha startijenn tro-dro d’hor yezh. Un doare dispar eo evit lakaat war-wel hag enoriñ arzourien ha kevredigezhioù ho pro.

Digor eo ar galv d’an holl gevredigezhioù. Mat e vo mont e darempred gant an ti-kêr evit kaout e skoazell. Evit sikour brudañ ha broudañ an darvoud hag aesaat labour ar re a raio war-dro an darvoudoù-se e krouimp ur bodad skoazell gant youlidi ha gopridi ar Redadeg.

Evit gellout aozañ mat Redadeg 2028, e fell deomp sevel an hentad abretoc’h. Anat deoc’h hon eus ezhomm gouzout e-pelec’h e krogo an hentad !
Gortoz a reomp ho respontoù a-benn ar 30 a viz Here 2026 d’an diwezhañ !

Etre ar 16 hag ar 21 a viz Du e kinnigomp deoc’h un emgav evit gouzout hiroc’h ha resisaat ho raktres. Un digarez ’vo evit en em ginnig hag ober anaoudegezh. Ma n’eo ket anat deoc’h ar c’hinnigoù-se, deuit davedomp ar buanañ posupl evit kavout ur prantad all (a-raok kas ho toser zoken).

km 2226

Goulenn a reomp digant pep framm dedennet respont bremañ d’ar c’houlennaoueg dindan ha pellgargañ ar galv ha kaieroù ar c’hargoù loc’hañ. Trugarez da gas en-dro deomp dre bostel pe dre lizher : Ar Redadeg – Ti ar Vro Karaez, 6 plasenn gwirioù Mab-den – 29270 Karaez / Carhaix

Ezhomm en deus ar Redadeg eus ho skoazell evit derc’hel da vezañ war un dro kengred, bevet a-stroll ha gant plijadur ! Ra vezo ur gouel dreistordinal gouestlet d’ar brezhoneg ! Kalon vat deoc’h ha trugarez da gemer perzh !

Titouroù ouzhpenn : Deuit e darempred gant Lucie

Respontit buan-ha-buan d’ar c’houlennaoueg dindan. Ar bodad labour a zeuio davedoc’h evit kaout resisadurioù ha kinnig deoc’h un emgav :

JPEG - 8.2 Mio