8 >> 16 a viz Mae 2026 / Lannuon >> Naoned

Prest oc’h da redek ho km ?

Kemer perzh en darvoud-mañ gant un tamm a follentez en ur vont treuzwisket, niverus, gant sonerezh... Se zo plijadur ar Redadeg. Koulskoude eo ret da bep hini soursial ouzh ar surentez ivez.

An heuliadeg

Evit ar re a gemero perzh evit ar wech kentañ, setu penaos e vo an heuliadeg :

Heuliadeg / Convoi

An oto kentañ a dremeno a-raok ar c’harr-samm buheziñ hag ar youlidi a zo enni a roio deoc’h an all titouroù ho po ezhomm evit redek ho km. Int :

  • a ditouro ac’hanoc’h e-pelec’h ’mañ erruet ar c’harr-samm buheziñ (dale pe lañs)
  • a wirieka m’ho peus ho tosar niverennet (m’ho peus c’hoant da gaout meur a hini e c’halloc’h ivez moullañ ha livañ lod all. (Moullit ho tosar). Un digarez a-feson da bediñ ho mignoned, ho familhoù ha ho kenlabourerien da redek ganeoc’h evit lidañ hoc’h engouestl evit ar brezhoneg !
    An hini nemetañ/nemeti a vioc’h o tougen ar vazh-test ofisiel a raio an 2226 km eus Lannuon da Naoned. Gellout a rit pediñ ar re a zeuio ganeoc’h da sevel o bazh-test dezho : Savit ho pazh-test. Ul labour-dorn brav dudius ha pedagogel da ginnig d’ho pugale ha bugale vihan ivez !

Dizarbenn hentad yec’hed

Setu ur video dizarbenn hentad yec’hed da sellet, enni goulennoù da zoujañ oute a-raok mont da redek evit ar Redadeg. Tennet eo eus ar c’houlennaoueg QS SPORT ha 10 reolenn aour kalonourien ar sport. Savet eo bet gant bodad yec’hed Ar Redadeg.

Kemer ar vazh

panell km214 - 2021 panell kmMar plij bezit war al lec’h ur c’hardeur a-raok an eur tremen e-kichen ho panell (Sellit ouzh ar gartenn enlinenn evit kaout lec’h resis ho panell km ha klikit war ar c’hlogorennoù livet a zo a-hed an hent).

  • E-pad an devezh, chomit pell eus ar c’harr-samm buheziñ mar plij, 10 metrad hent etre c’hwi hag ar c’harr-samm eo mat.
  • E-pad an noz, na zisoñjit ket ho jiletenn velen hag ho lampoù chakod pe lampoù-tal ha chomit pell eus ar c’harr-samm buheziñ mar plij, 5 metrad hent etre c’hwi hag ar c’harr-samm eo mat.

Dav eo d’ar c’harr-samm heuliañ ho lusk ha n’eo ket ar c’hontrol !

Savit uhel ar vazh-test... evit ar foto !

Evezhiañs

Tudenn mamm-gozhBrav e vo an aergelc’h sur a-walc’h met chomit war evezh pa baouezit da redek. Chomit war du dehoù an hent ha diwallit evit treuziñ an hent ha bale war bord an hent da c’houde. Touellet e c’hellfec’h bezañ gant an otoioù : forzh peur e c’hell c’hoarvezout traoù dic’hortoz.

Atebegezh

Tudenn plac'higNa laoskit ket ur bugel redek betek pell diskrog, chom a rit atebek deusoutañ/deusouti. Ne c’hello ket tud ar redadeg ambroug anezhañ/anezhi.
Ma laoskit ho pugel bras (dindan 18 vloaz) da redek diskrog, leugnit mar plij ar folenn aotreañ goulennet gant ar prefetioù. Roet e vo da garr kentañ an heuliadeg. (amañ evit pellgargañ).

Mall zo warnomp gwelout ac’hanoc’h war hentoù Breizh. Prientit ho potoù-sport, ho mousc’hoarzh brav-kaer, al loc’hañ zo tost !

Betek an trec’h !