17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Kanaouenn 2018

Kanaouenn 2018

Kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2018 : an disoc’hoù !

5 kanaouenn war ar renk
10 devezh evit votiñ
3487 den o votiñ

Hag aet eo ar maout gant : Betek an Trec’h gant ar strollad Penn Salsardin

Tapet 40% ar mouezhioù ganto ! Bet e oa e kevezerezh gant Hugo hag Arvest a zo arruet en eil ha da heul Jean-Luc Roudaut, Skol Diwan Brest Gwelmeur ha Manaig Thepaut... Mil drugarez da bep hini en deus kemeret perzh gant krouidigezhioù a galite, klevet ’vo ar c’hanaouennoù all war hent ar Redadeg c’hoazh !.

Setu ar ganaouenn a gaso lusk hag energiezh d’ar rederien war hentad Redadeg 2018 :

Penn Salsardin - Betek an Trec’h
Penn Salsardin

"Betek an Trec’h : Hasta la Victoria ! Evel e veze lâret gant Che Guevara !  », o deus displeget an teir c’hanerez yaouank d’ar gazetennerien, n’eus ket pell ’zo. Marine Lavigne, Aude Moalic ha Sterenn Le Guillou a zo e-barzh an triad-mañ gant startijenn ha begon.
Tem ar ganaouenn : Lakaat war-wel ar brezhoneg evit dalc’hen anezhañ en e sav, redek evit treuzkas bazh-test ar yezh.
Savet gant Brendan De Roeck, eus daouad Bobby & Sue, an ton jourdoul-mañ livet gant sonennoù latino-amerikaned, a vod tro-dro daouzek soner gant binviji kouevr a bep seurt.
Un taol-kaer evit kejañ brezhoneg ha luskoù ha livioù sonerezh bro Kuba. Un taol-kaer ivez evit ober eus ar brezhoneg un digarez da vezañ a-gevret, meskañ ar rummadoù, al livioù, an tonioù. Prest oc’h da zañsal war an hentoù ?

Pozioù "Betek an trec’h"
Pellgargañ ar ganaouenn-MP3
roll ar sonerien o deus savet ar ganaouenn

Brudet dija war France Bleu

Kanaouennoù all a oa war ar renk !

Arvest
War an hentoù Breizh (ha pelloc’h c’hoazh) emañ ARVEST abaoe 15 bloaz. Anavezet eo ar strollad evit e startijenn lavariant. Arvest a ra ur mesk etre tonioù hengounel ha sonerezh a-vremañ.
Pozioù "Livioù ar brezhoneg"

Manaig Thepaut
Ur vouezh dousig tout, ul lusk jourdoul ha festus, tonioù fentus : ur rekipe aprouvet evit buheziñ ar ganaouenn.
Pozioù "Redek a ran"

Skol Diwan Brest Gwelmeur
Ur raktres a-feson evit Skol Diwan Gwelmeur : lakaat ar vugale da ganañ gant arzourien a-vicher en ur zifenn livioù ar Redadeg gant un ton rock.
Pozioù "Bec’h d’ar Redadeg"

Jean-Luc Roudaut
Ijinet e oa bet ar ganaouenn « Ha n’out ket skuizh ? » gant Armelle Crignou. Kinniget he doa anezhi da skolidi skol Diwan Brest ha da Jean-Luc Roudaut.
Pozioù "Ha n’out ket skuizh ?"

Ha c’hoant ho peus da selaoù kanaouennoù ar redadegoù tremenet ?
Amañ e vez kavet anezho