Kemennadenn Redadeg 2026
Ar vazh eilañ, kaset a zorn da zorn zo arouez ar yezh, deuet deomp a rummad da rummad a-hed ar c’hantvedoù. Ur skrid a zo e-barzh ar vazh. Dalc’het kuzh eo anv ar skridaozer.ez ha danvez an destenn betek kêr an dibenn e-lec’h ma vo lennet ur wech erru ar rederien.
Setu an destenn a zo tremenet eus Lannuon d’an 8 a viz Mae 2026 a vro da vro betek Naoned d’ar 16 a viz Mae 2026. Don ha fromus eo ar gemennadenn war tem ar bloaz "Bevañ, Bodañ, Bezañ"
An destenn da bellgargañ
An destenn da lenn :
Bevañ, bezañ ha bodañ.
Gouzañv, derc’hel ha c’hwezhañ.
Tud lies ha diroll,
2 226 kilometrad en holl,
O redek a-dreñv d’ar c’harr-samm,
Hag o lâret dizehan e karont o yezh.
Evel ar c’hi war-lerc’h an askorn emaomp ?
Ha trotal noz ha deiz a vefe an alc’hwez ?
Neuze, perak e reder ‘ta ?
En desped d’ar bed ha d’ar brezelioù,
En desped d’ar Stad ha d’an dizingalderioù sokial,
En desped d’ar glaveier,
En desped da bep tra.
Bevañ ha bezañ a-stroll.
Redek ha bodañ an holl,
En desped da bep tra,
En nozioù yen,
En hentoù skosellek,
En tizh cheñch-dicheñch,
Er skevent mouget gant ar moged,
Hag er paourkaezh botoù drailhet.
Dorn-ha-dorn eo tremenet ar vazh, eus an eil dorn d’egile,
O tougen un istor, gant ur c’hoant da vont war-raok, hag ur spi evit an dazont.
Hirie emaomp amañ asamblez e Naoned, kêr-benn Breizh.
N’eo ket evit c’hoari, nag evit tremen an amzer, met evit diskouez ez omp bev, hag ez omp prest da vont war-raok, an holl a-gevret.
Hir eo bet ar redadeg : 2 226 kilometrad, noz ha deiz, dindan ar glav, en nozioù yen, war hentoù fall. Botoù drailhet, berr alan, poan er c’horf, er c’higennoù … met memestra, redet hon eus, redet hon eus, dibaouez.
Hag ar goulenn a chom : perak ?
Abalamour da betra hon eus redet ?
Sklaer eo ra respot : peogwir e tifennomp hon yezh, ar brezhoneg, yezh Breizh.
Peogwir eo bev hon yezh ha ne fell ket deomp e vefe disoñjet. Peogwir n’eo ket yezh ofisiel en he bro dezhi hec’h-unan.
Setu ar wirionez. Setu ar vezh.
Koulskoude, ne blegimp ket.
Gwirioù hon eus, ha ne c’houlennimp ket an aotre d’o c’haout. Setu ar pezh a rankomp lavarout kreñv ha sklaer : ne c’houlennimp ket digarez.
Ne c’houlennimp ket digarez da vevañ hon yezh, da gomz anezhi, da lakaat anezhi da vezañ gwelet ha klevet.
N’eo ket un dra da c’houlenn an hini eo, met un dra da ober.
Ur yezh a vev dre ar re a gomz anezhi, dre ar re a zalc’h ganti, en desped d’an diaesterioù, d’ar gwaskoù ha d’ar skoilhoù.
Ar redadeg-mañ n’eo ket ur redadeg hepken. Ur stourm eo. Pep kammed zo bet un taol kalon evit ar vro, pep kilometr o tegas spi. Ya, plijadur zo bet, festoù ha gouelioù zo bet, dastumet hon eus arc’hant evit ar yezh.
Met diskouezet hon eus dreist-holl e stourmomp a-gevret, hag e kreñvaomp ar c’hengred etrezomp holl.
Rak pelloc’h eget Breizh ez a ar c’hengred-se.
Kalz a bobloù all a stourm ivez evit o yezh, evit o frankiz. Soñjal a reomp enno, hag a-unan e vezomp ganto.
Bretonezed ha Bretoned. ne baouezimp ket, ne blegimp ket.
Rak ar brezhoneg n’eo ket komzoù hepken : yezh ur bobl eo, yezh ar frankiz.
Redek a raimp, talañ a raimp, ha bevañ a raimp.
Rak bev omp, hag ez eus ac’hanomp.
Gourc’hemennoù, d’ar re o deus redet evit dazont ar brezhoneg, d’ar re o deus redet evit ma vo komprenet gant an holl : hep treuzkas ne vo dazont ebet d’ar brezhoneg !
Gourc’hemennoù d’ar re o deus redet evit ma vo lakaet ar brezhoneg er vuhez sokial !
D’ar re o deus redet evit broudañ ar familhoù da gaozeal brezhoneg er gêr !
Stourmomp holl evit ma vo implijet ar brezhoneg gant an holl, e pep degouezh, hag e pep korn ar vro !
Ya ! Stourmomp !
Skrivet gant :
Anna Ar Beg
Loeiza an Duigou









