Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Petra eo ar Redadeg ? > Ar Redadeg berr-ha-berr

Ar Redadeg berr-ha-berr

Merc’her 11 a viz Here 2017

Bazh eilañ ar Redadeg

Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz.

Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha gant startijenn !

Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet ar c’hilometradoù d’an dougerien. Dasparzhet e vez ar gounid etre raktresoù nevez ha liesseurt dibabet bep bloaz, bepred evit skoazellañ ar yezh er gevredigezh a-vremañ, ar c’helenn pe ar mediaoù, implijout ar yezh er vuhez foran, reiñ tu d’ar vrezhonegerien d’ober gant o yezh...

Tremen a ra dre 5 departamant Breizh a-hed 1800 km ha dre vuioc’h a 300 kumun
Evit ar 6vet Redadeg e 2018 e loc’ho ar Redadeg d’an 4 a viz Mae e Kemper betek an 12 a viz Mae e Plougerne.

Difenn a ra ar Redadeg gêr-stur « Brezhoneg ha plijadur » !
Gallout a reer redek gant ar familh, etre mignoned pe genlabourerien, treuzwisket, en ur seniñ, heuliañ ar Redadeg war droad pe gant botoù-ruilh, gant karrigoù-babig pe war varc’h-houarn... sevel gouelioù pe ober e vad eus ar festoù-noz pe ar festoù-deiz, eus an abadennoù c’hoariva, eus ar standoù, an dijunioù... kavet diouzh al lec’h hag ar c’houlz ma tremeno ar Redadeg.
Kemer plijadur eo ar pal kentañ, bezañ gwelet ha diskouez omp niverus o vezañ mennet gant ur yezh vev e Breizh hag evel just un dro vrav da glevout ha da gaozeal brezhoneg !

Ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo kuzhet enni ur gemennadenn hag a vo kaset a zorn da zorn betek kêr an degouezh, hag a vo lennet dirak an holl ur wech erru ar rederien.

Un darvoud war un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur.

Un darvoud dezhañ ul levezon bras war ar mediaoù (e Breizh ha pelloc’h), war an armerzh (war eeun pe da eil) ha war ar sevenadur.