17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Petra eo ar Redadeg ?

Spered an darvoud

km406 Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur.
N’eus taol-kaer ebet d’ober, maout ebet da c’hounit. Dont a ra an tadoù ha mammoù gant o bugale, an dud-kozh gant o bugale-vihan, ar re yaouank gant o mignoned, da redek 100 pe 1000 m, an holl a-gevret.
An holl troet war-du un dra hepken : ambroug dougerien ar vazh-test, hag ar c’hemenn e brezhoneg a zo enni, hep distag, hag an trec’h eo trec’h an holl, ar skoazell roet gant ar bobl d’ar brezhoneg.
Bodañ a ra miliadoù a dud e pevar c’horn ar vro ha spegus eo al laouenidigezh !

Gwerzhet e vo ar c’hilometradoù d’an dud, d’ar strollegezhioù, d’an embregerezhioù, d’ar c’hevredigezhioù,... da lâret eo d’an nep a fell dezhañ kemer perzh en darvoud a-benn skoazellañ ar brezhoneg. An hanter eus ar gounidoù az aio da arc’hantiñ rouedad ar skolioù Diwan. An hanter all a sikouro kevredigezhioù da implij, diorren ha treuzkas ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.

Berzh kentañ an darvoud, leun a levenez hag a startijenn, a chom a-hed ar bloavezhioù.
Dibaoe an hini kentañ a ya an darvoud war-gresk.

km1257

Ur c’hresk a gilometroù hag a berzhidi hag ivez ur c’hresk a zastum arc’hant evit ar brezhoneg.

  • 2008 > Naoned/Karaez : 600 km > 50 000€
  • 2010 > Roazhon/Pondi : 1200 km > 93 000€
  • 2012 > Brest/Douarnenez : 1500 km > 121 000€
  • 2014 > Montroulez/Groñvel : 1500 km > 125 000€
  • 2016 > Sant-Ervlan/Lokoal-Mendon : 1700 km > 124 000€
  • 2018 > Kemper/Plougerne : 1800 km > 134 000€
  • 2020/2021 > Karaez/Gwengamp : 2021 km > 125 000€
  • 2022 > Gwitreg/Gwened : 2022km > 155000€
  • 2024 > Beg ar Raz/Montroulez eus ar 17 betek ar 25 a viz Mae 2024

Penaos eo ?

km973 Ur vazh a zo douget gant ur pennreder (ez), dezhañ ur vailhurenn, niverenn ar c’hilometr warni. Da bep kilometr e/he ro e vazh d’unan all a zougo anezhi d’e dro.

Er vazh-eilañ ez eus ur gemennadenn a chom kuzh betek an degouezh. Ken kuzh all e chom anv ar skridaozer(ez) ha danvez an destenn a vo kaset a zorn da zorn betek kêr ar pal, hag a vo lennet ’benn neuze dirak an holl arvesterien.

War-lerc’h ar pennreder(ez) e teu ar rederien all : an holl re a fell dezho kemer perzh evit ur c’hilometrig pe meur a zek kilometr a zo degemeret mat. Un darvoud digoust ha digor d’an holl eo.
Gant an nerzh a sav eus ar bagad tud e c’hall pep hini redek ur pennadig hag a-wechoù pelloc’h eget m’en dije soñjet zoken !

km830_karaez

Enoret e oa bet adal an abadenn gentañ

Diouzhtu eo bet plijet an dud gant spered ar redadeg ha div wech e oa bet prizet Redadeg 2008 :

  • Priz Kentañ ar Rannvro evit Dazont ar Brezhoneg (roet gant Kuzul Rannvro Breizh)
  • Priz Brezhoneger ar Bloaz da geñver prizioù Frañs 3 (e miz Genver 2009).

Tud liesseurt-tre a gemer perzh

Perzh 2020 an dastum
Embregerezhioù 11 % (PME, artizaned, tud war o anv, ... ), …)
Kevredigezhioù 24 % (sevenadur, sport, mediaioù, kelenn, ...)
Tud 33 % (yaouankiz, kerent, tud-kozh, bugale,...)
Strollegezhioù 28 % (tiez-kêr, departamantoù, Rannvro Breizh, ...)
Ensavadurioù 4 % (strolladoù politikel, sindikadoù, poellgorioù embregerezhioù,...)

War skouer ar C’horrika

korrika Awenet e oa gant skouer ar « Korrika », redadeg evit an euskareg, a zo bev abaoe 1980 hag a vod bep tro kant miliadoù a-berzhidi a-hed muioc’h a 2000 kilometr en Euskal Herria, e norzh hag e su ar vro, e-pad un dek devezh bennaket.

Abaoe 2007 e kemer perzh meur a Vreizhad enni e anv Breizh hag ar Redadeg. Bewech e vez ur strollad a hanter-kant tud a-benn dougen ar vazh-eilañ evit an degouezh ha diskouez skoazell ar Vretoned d’an euskareg. Tro hon eus bet da dapout mennozhioù brav evit prientiñ hor redadegoù. filmig savet gant skipailh Gwagenn TV e 2011