17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Penaos kemer perzh evel embregerezh, artizan, stal kenwerzh

Plijout a ra deoc’h hoc’h endro e Breizh, he sevenadur. C’hoant ho pefe d’ober un dra eviti met, siwazh, n’ho peus ket amzer a-walc’h !

Ar Redadeg a zo evidoc’h !

Pellgargit an doser kevelerezh

Arc’hantet e vez, gant ar Redadeg raktresoù evit diorren implij ar brezhoneg tro-dro deoc’h : sport, sevenadur, dudi, mediaoù, touristerezh...

Pep hini a c’hell hervez e binvidigezh, sikour raktresoù ha kaout tu d’ober e vad eus an arc’hant kinniget d’ar Redadeg. Brudañ ho embregerezh a vo graet ouzh miliadoù a dud yaouank, Breizh an dazont en o daouarn, tud lorc’hus eus o yezh ha sevenadur anezho

Penaos kemer perzh e Redadeg 2024 ?

  • - Pren kilometr(où) : (didennadur kemede hervez al lezennadurezh e talvoud)
    • Embregerezhioù, artizaned ha stal kenwerzh - 10 goprad : 200€/km
    • Embregerezhioù, artizaned ha stal kenwerzh etre 10 ha 50 goprad : 300€/km
    • Embregerezhioù, artizaned ha stal kenwerzh + de 50 goprad : 400€/km
    Gell a rit dont da vezañ mesen : adalek 1000€/km

Evit ur 1 km hoc’h anv a vo skignet war :
hol lec’hienn Internet
lec’hienn Stal.bzh : Kavout embregerezhioù hag a skoazell pe a ra gant ar brezhoneg a c’hell an dud kar-o-yezh ober gant al lec’hienn internet Stal.bzh, ha gant an arload. War ar memes-tro e vez roet talvoudegezh d’an embregerezhioù dre o liamm gant ar yezh.
embannadennoù er rouedadoù sokial Ar Redadeg ur wech prenet ho km(où) + unan pa vo redet ho km(où) + muioc’h c’hoazh ma vez identifiet pajenn Ar Redadeg gant @redadeg en ho embannadennoù
===> Pajenn Facebook Ar Redadeg heuliet gant muioc’h eget 7000 den
===> Profil twitter Ar Redadeg heuliet gant muioc’h eget 2000 den
===> Profil Instagram Ar Redadeg heuliet gant muioc’h eget 1200 den
panell ar c’hm (100 X 70 cm)
ar c’hm redet (dre gomz er mikro)

En tu all d’ur c’hm ha hervez ho pinvidigezh :
• tuioù mat ar c’hm kentañ
• ho logo war voger kevelerien al loc’hañ hag an degouezh.

  • Eskemmoù pe kemer perzh da brenañ dafar
    • Lec’h brudañ war panelloù ar Redadeg
    • Gitonioù
    • Pajennoù bruderezh e kazetenn ar Redadeg
    • Kirri-tan ar Redadeg
    • Dafar kinklañ (roll-up, kakemono, …)
    • Klip bruderezh gant ar ganaouenn ofisiel
    • Pourvezer ofisiel (evajoù, boued, …)
    • Traktoù
    Dafar ha kinnigoù all a c’hellfec’h soñjal enno

Anat eo d’an embregerezhioù a implij skeudennoù hag arouezioù Breizh evit magañ o bruderezh eo kreñv identelezh Breizh.
Emañ ar yezh e-kreiz an identelezh, anat eo ivez.

Chañs he deus Breizh da gaout ur yezh vrav ha bev da viken. Ar Vretoned hiziv-an-deiz a zo stad enno gant kement-se ha gouzout a ouzont peseurt liammoù kreñv ha start a stag anezho ouzh o douar, o sevenadur, o yezh.

Golfe 56 2022
@Gael Le Ny Photographe

Deuet eo ar Redadeg da vezañ un darvoud pouezus e Breizh hag a vod ouzhpenn 10 000 a dud bewech.
 gant rummadoù disheñvel, hiniennoù pe strolladoù,
 tud a bep seurt : skolidi, kelennerien, arzourien, sportourien, embregerien, artizaned, kenwerzhourien, dilennidi, tud a-du, ...

Ar brud a ya dreist harzoù ar Vro.
da skouer :

ha n’eo ket echu, darempredoù ha kevelerien nevez a vo e 2024.