17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Raktresoù 2012

Dibab 2012 : 121 000 €

E 2012 hon doa resevet 26 raktres, 7 a zo bet dibabet gant Kuzul ar re fur.

Margodennig Divskouarn

BREZHONEG A-RAOK AR SKOLIATA

Divskouarn / 16 000 €

Malizenn Skouarnig eo deuet er maez e miz Du 2013.
Ur valizenn eo evit kaout dafar pedagogel ‘benn treuzkas ar yezh d’ar re vihan er magourioù, hag ivez ti ar magerezed hag er gêr.

Evit gouzout hiroc’h : http://www.divskouarn.fr/


C’HOARIVA : KELAOUIN AN DUD HA BODAN AR GLAD

C’hoariva / 10 000 €

Brudañ ha lakaat ar c’hoariva brezhonek war-wel dre ar genrouedad.
Emaoc’h o klask : un titour diwar-benn ar c’hoariva e brezhoneg ? Un arvest teatr da welout ? Ur pezh-c’hoari da sevel er skol pe gant mignoned ? Kit da lakaat ho fri e lec’hienn nevez C’hoariva. Marteze e kavoc’h enni teñzorioù kuzh, piv oar ?
Ouzhpenn bezañ ul lec’hienn kelaouiñ e vo ivez ur greizenn dafar enlinenn war ar c’hoariva brezhonek gant ul lusker enklask. Roet e vo lañs d’al lec’hienn e penn diwezhañ 2013.

Evit gouzout hiroc’h : www.teatr-brezhonek.org


Ecran Breizhvod

VIDEO PA GARO

Dizale / 8 500 €

Digor eo BREIZHVOD ! Evit adkavout ha prenañ ho filmoù muiañ karet, tresadennoù-bev, teulfilmoù e brezhoneg.
Ul lec’hienn video diouzh ar goulenn !.E lec’h e vez kavet ar c’hentañ film erotek advouezhiet e brezhoneg ... met ivez filmoù evit ar vugale !

Evit gouzout hiroc’h : www.breizhvod.com


C’HOARI GANT MOJENNOU BREIZH

Oaled Landelo / 8 000 €

Ur c’hoari kartoù evit ar skolioù, kreizennoù dudi, kentelioù noz hag all. Tost echu eo al labour maketenniñ. En distro-skol e vo kroget da gas anezhañ d’ar skolioù ha d’ar c’hentelioù-noz ha lakaet e vo enlinenn ur blog gouestlet dezhañ. Mall’ zo warnomp da zizoloiñ ar c’hoari kartoù-se !


Kig Mamout _ Sav Heol

LEVRIOU DIEMBANN EVIT AR VUGALE

Sav-Heol / 5 000 €

Embannet ez eus bet levrioù nevez evit ar vugale, lod anezho ha ne gaver ket e galleg, a zo bet troet e brezhoneg gant Mark Kerrain. An istorioù a zo kontet gant fent, en un doare bev, gant ur bern skeudennoù.
Embannet eo bet dija : Mammig zo droug enni (savet gant M. Kerrain), Ma buhez berrloer (troet diwar an euskareg), Kig mamout da goan ha Tapet gant ar sorserez (troet diwar ar galleg), Yarig koantik (troet diwar ar saozneg)
E dibenn miz Even e teuy An Tamm Pilhoù (troet diwar ar galleg), Lizhiri eus an ti tasmantet (troet diwar ar galizeg), hag Ur c’hrokodil dindan ar gwele (diwar an euskareg).

Evit gouzout hiroc’h : mkerrain@gmail.com


Foetan bro Leon

FOETAN BRO LEON / Se balader en vélo et en breton dans le Léon

Ti ar vro Leon / 7 000 €

Bec’h d’ar blijadur ha d’an douristelezh dre ar brezhoneg : un digarez da gomz ha da glevet brezhoneg en ur zizoleiñ ar vro war velo evit liammañ brezhoneg ha dudi. Digor eo bremañ hent an drovelo d’ar re a fell dezho !

Evit gouzout hiroc’h : tiarvroleon.org


Al liorzh

AL LIORZH / Un jardin de théâtre pour cultiver la rencontre

Teatr Piba / 6 000 €

Eskemmoù hag emgavioù a bep seurt a zo bet kinniget tro-dro d’ar pezh c’hoari Al liorzhour. Kejadennoù gant bugale ha tud kozh, darempredoù gant bugale ar skolioù diwan ha divyezhek e Kemper, Lannuon, Tregastell, Plistin, Plijidi...
Daou raktres a zo bet savet gant Skol Rostren ha Ploveur. Dizoloet ’zo bet geriaoueg al liorzh gant ur vrezhonegerez a-vihanig a-raok sevel un abadennig pemp munutenn a zo bet c’hoariet dirak bugale ar skol e Ploveur. Adalek miz gwengolo e vo savet barzhonegoù diwar al liorzhañ gant tud kozh ha bugale skol divyezhek Rostren.

Evit gouzout hiroc’h diwar benn Al Liorzhour : http://teatrpiba.com


SKOLIOU DIWAN - Enseignement par immersion Diwan

Diwan Breizh / 50 000 €

Skoazellet eo rouedad Diwan bep bloaz gant an hanter eus an arc’hant gounezet rak sikour ar rannvro, an departamantoù, ar c’humunioù n’eo ket trawalc’h e-keñver an ezhommoù bras a zo. Ur skouer : ar skolioù nevez a rank gortoz pemp bloaz a-barzh ma vo paeet o fostoù gant ar Stad.

Evit gouzout hiroc’h : www.diwanbreizh.org