Prenañ km
Digoret eo bet ar stal evit prenañ kilometroù Redadeg disadorn (25/10) da vare Gouel al Levrioù e Karaez.
Loc’hañ a raio ar Redadeg d’ar Gwener 8 a viz Mae eus Lannuon evit degouezhout e Naoned d’ar Sadorn 16 goude 2226 km a-hed hentoù 5 departamant Breizh.
Ur wech ouzhpenn ar bloaz-mañ, e vo posupl prenañ ar « c’hilometroù-nij ». Ma ne c’hellit ket pe ma ne fell ket deoc’h redek ho kilometr(où), evit abeg-mañ-abeg, e kinnigomp deoc’h kentoc’h prenañ ur c’hilometr arouezel pe meur a hini anezho ha lezel an aozerien d’o lec’hiañ diouzh an ezhommoù pa vo ar Redadeg o tostaat. Met evel-just e c’hellit atav dibab ur c’hilometr resis, pa blijo an niverenn deoc’h pe c’hoazh an hini a dremen dirak ho ti pe e forzh pe lec’h arouezel evidoc’h.
Evel boaz abaoe 17 vloaz bremañ e vo gouestlet ar gounidoù evit un hanter anezho da zDiwan hag evit un hanter all da raktresoù barrek da gas ar brezhoneg war-raok.

Gallout a rit pellgargañ ar bilhed prenañ km dindan ivez.

Enlinenn war-eeun e c’hallit gwiriekaat, reizhañ, klokaat titouroù ho profil da c’houde.
Mod implij : merañ prenañ ho km(où)
Evit gouzout hiroc’h, e brezhoneg pe e galleg, kit e darempred ganeomp ha respont a raimp deoc’h ar buanañ posupl.

