8 >> 16 a viz Mae 2026 / Lannuon >> Naoned

Emvod-Meur 2026 Ar Redadeg

E KLT Montroulez en em gavo izili ha mignoned ar Redadeg da geñver an Emvod Meur bloaziek, d’ar Sadorn 28 a viz Du. Tro hon do da gejañ ouzh skipailhoù eus Breizh a-bezh, ar mare evit emezelañ d’ar gevredigezh ivez.

Deuit niverus da gemer perzh e aozadur ar bravañ darvoud evit ar brezhoneg !

Mar plij lakait hoc’h anv dre al liamm-mañ ha betek ar 5 a viz Du ho peus evit lâr deomp hag-eñ e chomoc’h da zebriñ merenn ganeomp. (Priz dieub, tro-dro 10€ aliet. An nemorant ’vo kemeret e karg gant Ar Redadeg) : https://sondage.kaz.bzh/sqQquF2kEjwM4FTa

28 a viz Du 2026

09:30 betek 17:30

Chomlec’h 17 rue de Paris 29600 MORLAIX

Darvoudoù / Événements REDADEG