Ho kilomètr(où)
Evel bep bloaz, da vare savidigezh an hentad a cheñch bep tro, miret e vez ar c’hilometradoù evit pep kumun treuzet ganeomp. "Skornet" eo ar c’hilometroù-se da bep hini, amzer d’hor youlidi lec’hel en ho korn-bro da gejañ ouzoc’h. Koulskoude, a-raok o gweladenn e c’hallit mont e darempred ganeomp da bep mare ar c’hilometr pe ar c’hilometradoù zo bet miret deoc’h. An emgavioù-se zo un digarez da :
- ginnig deoc’h ar Redadeg ha da zisplegañ deoc’h perak redek evit ar brezhoneg.
- ginnig an hentad resis en ho korn-bro ha derc’hel kont eus ar c’hemmoù a c’hallit kaout ma vez labourioù war ar stern pe m’hon eus raktreset tremen war un hent berzet siwazh pe didalvoudek da skouer.
- ginnig kemer perzh en abadenn (prenañ ur c’hilometr pe meur a hini ha redek anezho gant ar vazh-test pa dremeno an heuliadeg, o votiñ un diferad-kêr pe o reiñ un aotre tremen, degas ur skoazell aveel ha brudañ ar Redadeg en ho kehentiñ.
Grit anaoudegezh gant hentad ar Redadeg a dremeno war ho tiriad en ur zoumañ ouzh hor c’hartenn enlinenn. Gell a rit klikañ war ar poentoù livet evit gouzout piv n’eus prenet kilometr-mañ kilometr.
Bep bloaz abaoe he c’hrouidigezh e 2008 e kemer perzh muioc’h-mui a strollegezhioù er Redadeg.
Kantadoù a c’humunioù, etrekumuniezhioù ha departamantoù a bren bep tro ur c’hilometr pe meur a hini evit diskouez eo tomm o c’halon ouzh ar brezhoneg, souten ar c’hevredigezhioù lec’hel a skign hag a dreuzkas yezh ha sevenadur Breizh (kevredigezhioù kerent skolidi divyezhek, kentelioù an noz, poellgorioù bevaat, tiez ar vro, bagadoù, sonerezh ha dañsoù Breizh...)
Un doare eo ivez da ziskouez e savont a-du gant an embregerezhioù a implij ar brezhoneg en o labour (panelloù e brezhoneg, implij ar yezh etre ar c’hopridi hag evit degemer an dud, kehentiñ divyezhek evit o lec’hienn Internet hag o flaketennoù, ha kement tra...)