Penaos kemer perzh ?
Strollegezhioù tiriadel : Kemerit perzh en darvoud-mañ
- Kentañ doare da skoazellañ an darvoud eo prenañ ur c’hilometr pe meur a hini a-hed an hent, war dachenn ho tiriad. Un taol-kaer evit ar blijadur. Redek a ra an holl evit diskouez eo tomm o c’halon ouzh ar yezh, evit klevout brezhoneg ha kaozeal anezhañ.
Lakait ur sell war raktresoù arc’hantaouet abaoe penn kentañ ar Redadeg.- Pren kilometradoù :
- Kumun - 3000 annezad : 250 €
- Kumun + 3000 annezad : 350 €
- Etrekumuniezhioù : 400 €
- Pren kilometradoù :
- Aesaat an tremen d’ar Redadeg ha kenlabourat gant aozerien ho korn-bro :
- en ur votiñ un embann er c’huzul-kêr evit herzel an dremeniri un tamm a-raok ar Redadeg, pa zegouezho ha goude ma vo tremenet (1 eurvezh) : Pellgargit ur patrom embann da ginnig d’ho kuzul-kêr hag a zo o tont.
- en ur reiñ da dremen da gentañ pe da nebeutañ en ur gas an aotre da dremen hon heuliadeg war al linenn zo anezhi dija (dre ret evit ar prefetioù) : Pellgargit ur patrom d’an aotre tremen aes da implij.
Pellgargit fichenn refleks – Régimes d’occupation de la voie publique et signaleurs.
- Degas ur skoazell aveel : Prestiñ dafar gouel pe surentez, lakaat polis ar gumun da ziwall.
- Brudañ ar Redadeg en ho kehentiñ :
- Setu skouerenn ur gemennadenn da implijout ha da lakaat war ho kannadig-kêr hag ho lec’hienn internet.
- Gell a rit implijout hon elfennoù grafek evit kehentiñ diwar-benn ar Redadeg.
- Evit renabliñ hoc’h ezhommoù a-fed skritelloù da stalioù ’ba ho kumun (35x50cm, 70x100cm et format sucette abribus), kinnig a reomp da respont d’ar c’houlennaoueg-mañ evit ma vo kaset deoc’h. Trugarez da respont a-raok an 28/02/2026.
- Prenañ ticheurtoù evit bugale skolioù ho kumun a gemero perzh.
Priz « bugale » : 14 € an tamm
- A-benn ar fin dougit ar vazh-test d’ar c’hilometr.où ho peus prenet. Douger ar vazh-test a c’hall bezañ an aotroù maer pe itron maerez hag e guzulierien d’e heul, pe bugale skolioù divyezhek ho kumun, pe sportourien, arzourien, pennoù kevredadoù ho kumun.