Perak redek evit ar brezhoneg ?
Un doare eo da ziskouez nerzh ha youl, startijenn ur bobl mennet d’ober gant yezh ar vro, da vevañ er yezh-se, da lakaat anezhi da vevañ dreist ar skoilhoù a vez kavet a-hed he hent.
Redek evit hag e brezhoneg a dalv deomp e welomp an amzer da zont gant fiziañs, e reomp eus an eizhtez-se ur mare a from hag a blijadur, o vodañ miliadoù a dud, oc’h aozañ gouelioù, festoù, predoù, arvestoù, kentelioù, prezegennoù, redadegoùigoù evit ar vugale ha kement zo, diouzh c’hoant ha moaien pep hini.
Redek evit ar brezhoneg a zo ober ur striv gant e gorf, redek 200 m evit lod, 1 km evit lod all hag ouzhpenn dek km evit ar sportourien, un doare fetis da gemer perzh, da gregiñ e-barzh.
Un darvoud klok eo ar Redadeg, war un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur. Un darvoud dezhañ ul levezon bras war ar mediaoù (e Breizh ha pelloc’h), war an armerzh (war eeun pe da eil) ha war ar sevenadur.