17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Tem ar bloaz 2018 : Brezhoneg Liesliv

E 2018, ar Redadeg a ginnig un tem pouezus evit diorren ha dazont ar yezh :
Brezhoneg liesliv
Evit lakaat war wel pinvidigezh ar langajoù brezhonek er vro.

N’eo ket ar memes brezhoneg ! Pegen chañsus omp dre amañ !

Me lâr deoc’h hon eus chañs da gomz ul langaj disheñvel deus an eil tu d’egile deus ar vro. Brav eo klevet an dud ba hon bro o lâret ’vez ket komzet memes brezhoneg partout, distaget ’vez « brezh’neg », « brezhouneg » pe « brehoneg » gante, ha komprenus memestra.

Hon langaj eo hon pinvidigezh. Un dra deomp-ni kenkoulz ’vel hor c’hultur. An eil n’hall ket mont hep egile e mod ebet. Dreist-holl pa vevomp bremañ en ur bed globalizet ma vez broudet an dud da soñjal memes mod ha da lonkañ ar memes evaj du ha sukret, pe vefent ba Pariz, ba San Fransisko pe ba Lima.

Ur blijadur eo deomp klevet tud hag a gomz ur brezhoneg disheñvel diouzh hon hini. Met ne blij ket deomp klevet brezhoneg distaget ha bet soñjet ’vel pa vije bet galleg. N’eo ket komz deoc’h deus ar c’homzoù galleg e vez implijet ’ba o brezhoneg a reomp. Deus ar mod da sevel frazennoù ne lâran ket. Re alies, siwazh deomp, ’vez blaz ar galleg gante. En desped deus ar gerioù ha deus ar frazennoù eo ur mod da welet ar bed. Ha ma vez dalc’het mont e giz-se ’vo kollet da vat ar mod-se da welet ha da gompren ar bed. Klaskomp ober hon seizh gwellañ evit derc’hel soñjal e brezhoneg ha komz anezhañ ’vel zo dleet.

Un dra zo sur, gwelet ’vez bemdez brezhonegerien a-viskoazh, ar re o deus desket brezhoneg war barlenn o mamm o vont etrezek ar bed all, ha mont gante un tamm deus pinvidigezh hor c’hultur.

Daoust ma ’vez graet ul labour a feson gant ar skolioù ha gant ar re a ra war-dro stummadurioù evit tud vras, emañ erruet poent en em soñjal er brezhoneg da reiñ da zeskiñ d’an dud o deus c’hoant mont gant an hent-se. Ni a soñj deomp ’vefe brav ober gant ha dre ar brezhoneg miret ha reiñ da gompren pinvidigezh hon traoù.
Kar, ar brezhoneg ’vel an traoù all zo aet war-raok, n’int ket bet chomet stanket ’ba komansemant ar c’hantved diwezhañ. An dud o deus savet gerioù nevez stag ouzh o ezhommoù ha hervez o amzer evel m’o deus bet graet ar re gozh a rummad da rummad a-viskoazh. O teskiñ gant brezhonegerien a-viskoazh, ar muiañ posubl, ’vo komprenet talvoudegezh ha pinvidigezh ar brezhoneg zo deuet betek ennomp, da gentañ. Dav ’vo deomp ijinanñ modoù da dostaat ar vrezhonegerien a-viskoazh ouzh ar re zo o teskiñ. Memes mod ’vit ar brezhoneg etre an hini nevez savet hag an hini zo bet degaset deomp gant ar re gozh.

Mod-se marteze e teuio un deiz ma vo lâret :
« Ah n’eo ket memes brez’neg eo, met plij a ra d’am divskouarn, c’hoariomp en brezhoneg neuze ».


Livioù ar yezh ‘barzh ho tivskouarn !

Sed aze un nebeud lec’hiennoù web a ginnig enrolladennoù dedennus evit ar pezh a sell ouzh ar brezhoneg komzet. Lec’hiennoù all, ken dedennus all, a vo kavet ganeoc’h ma furchit pelloc’h war ar genrouedad, moarvat.

Komzoù brezhoneg : ouzhpenn 40 pennad video gant brezhonegerien eus Kreiz-Breizh dreist-holl.
http://www.skolvreizh.com/komzoubrezhonegmenu

Brezhoneg Bro-Vear : dastumadegoù gerioù eus Bro-Vear gant o stummoù fonetek, un nebeud enrolladennoù ouzhpenn.
https://www.brezhonegbrovear.bzh

Radio Breizh : 5 radio, war-eeun pe dre bostcast (Arvorig FM, Radio Bro-Gwened, Radio Kreiz-Breizh, Radio Kerne ha Plum FM).
http://www.radiobreizh.bzh

Banque sonore des dialectes bretons : Kaozeadennoù, troidigezhioù, kontadennoù bet enrollet e Penn-ar-Bed hag er Mor-Bihan dreist-holl.
http://banque.sonore.free.fr

INA (Institut national de l’audiovisuel) : dielloù brezhonek war a bep seurt temoù (87 video)
http://fresques.ina.fr/ouest-en-memoire

Dastum : ur bern atersadennoù e brezhoneg (dav eo emezelañ ouzh Dastum evit gellet selaou en linenn, 15€)
http://www.dastumedia.bzh

Brezhoneg digor : 42 eurvezh enrolladennoù brezhoneg Kreiz-Breizh, gant treuzskrivadurioù fonetek.
https://brezhoneg-digor.blogspot.fr

Bazhvalan  : Ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité he deus savet roll un toullad brezhonegerien (ha gallaouegerien) a c’heller mont da gejañ gante evit deskiñ pelloc’h brezhoneg ha gallaoueg ar vro-mañ-bro.
http://www.bcd.bzh/bazhvalan

Mouezh ar bobl ha son al lennegezh : raktres skoazellet gant Ar Redadeg e 2014 e kaver degadoù a eurvezhioù videoioù ha tammoù aodio eus pep korn Bzh-Izel.
http://www.blazproduktion.bzh/

Dastumedia : An dastumadeg « A-hed ar C’hantved » a c’heller kavout ivez war dastumedia (digor ha digoust hennezh)
http://www.dastumedia.bzh/dyn/portal/index.seam?cid=11