Tem ar bloaz - Redadeg 2022
Petra fell d’ar Redadeg lakaat war-wel gant al lugan-se ?
E Breizh evel e pep lec’h ‘vez kavet dizingalded a-bep seurt etre pobloù minorelaet, rummadoù tud, diforc’hioù reizhel, liammet gant ar mennerezh sokial. Soñjoù hag emzalc’h an dud a c’hell cheñch hervez al levezon pe ar redioù pe c’hoazh ar bevennoù embreget gant ar gevredigezh hec’h-unan. Ar ster reizh a zo ledan en e brezhoneg, ken ledan ha talvoudus da gement hini ac’hanomp er bed.
"Breizh a bep reizh" a c’hell talvezout meur a dra, ha moarvat ho peus c’hwi ivez hoc’h alioù hag ho preder :
An ingalded etre merc’hed ha paotred, bezañ kompez ha reoliek, bezañ en he reizh / en e reizh, doujañ ouzh liesseurted an identelezh reizhel, ober un dra bennak reizh, bezañ a-gevred gant doareoù ober an hini a gaver a-dal deomp, hag all… Hiriv an deiz ‘vez kuzhet an disheñvelderioù-se betek re, ha dasparzhet mennozhioù a-enep d’an ingalded.
Padal e ouiit eveldomp eo niverus ar stered en oabl ken ma n’haller ket kontañ anezho holl.
‘Memes mod evit ar maouezed hag an dud gant un identelezh reizhel disheñvel diouzh ar re all :
Ken niverus int e Breizh, hag int o krouiñ bemdez evit hor yezh, ken ma na weler ket a-walc’h o labour graet war dachennoù a-bep seurt, ha koulskoude emaint en hon touez.
Emaint e bed ar varzhoniezh, an dañs, ar c’han, ar c’helenn, al labour-douar, al livañ, ar c’hleweled, ar sonerezh, ar c’hoariva, ar stourm, ar c’hevredigezhioù, ar skiantoù, ar bolitikerezh, pe al lennegezh, da lâret eo tachennoù liesseurt hag a zo talvoudus deomp holl war hon zammig boull-douar. Luskerezed ar metoù-se ’zo niverus mat, poent diskoachañ anezho, reiñ fiziañs dezho, bezañ emskiant eus ar preder koulz hag eus an ober, ha reiñ lañs d’an treuzkas a remziad da remziad !
Sed-aze pal Redadeg 2022, lakaat war-wel ar re na vezont ket klevet, ha diskoachañ reoù ha na vezont ket lakaet alies a-walc’h war penn-a-raok ar vag, o sturiañ, o henchañ hag oc’h aweniñ an dud er gevredigezh.
Setu ur c’hinnig graet d’ar rederien, prenerien ha tud a youl vat Redadeg 2022, gant ar pal kizidikaat an dud ouzh an ingalded, ha diskouez eo a-bouez kaout disheñvelderioù, ‘pezh a zegas ur binvidigezh yezhel, reizhel ha sokial a-vremañ, da ziwanañ a gammed da gammed.