d’an 8 betek ar 16 a viz Mae 2026

Tem ar bloaz - Redadeg 2024

Treuzkas !

Dre ar roudoù lezet gant hon tudoù-kozh pe kosoc’h, dre an darempred o deus bet gant ar brezhoneg e resevomp hiziv an deiz c’hoazh herezh o gloazadennoù digor merket gant ur ramz galloudus-tre.
Poent eo kleizennañ !

Treuzkasomp ar yezh dre hon eskemmoù, hor fromoù hag hon kejadennoù.
Dre ar mediaoù, ar gouiziegezhioù, ar c’helenn, an deskadurezh hag ar fent.
Krouomp liammoù kenetrezomp evit reiñ lusk d’ar yezh.
Evit ober gant ur yezh vev, douget gant pep hini, livet gant ar remziadoù tremenet, livet ganeomp hag a vo livet gant ar re a zeuio war hol lec’h.

Kemeromp perzh el lañs-se evit ma vo bev hor yezh, rannañ, dasparzhañ, skignañ, profañ d’ar re all un doare da dañva ar bed, liammet gant ur vro hag hec’h istor, un endro hag an dud.

Treuzkasomp dre ar youl, ar startijenn, al levenez hag ar fromoù pe trivliadoù zoken... gant plijadur.
Chomomp strollet etre rummadoù disheñvel, asambles gant ar memes pal, gant ar memes stourm : Treuzkas ha kas a-dreuz an hentoù, ur yezh vev !

Ar vazh-test a zo arouez an treuzkas er Redadeg. Tapout ar vazh-se a zo kemer perzh er chadenn, bezañ atebek pep hini d’h.e dro ha reiñ lañs d’ar yezh ha da dalvoudegezhioù ar Redadeg. Gant ar vazh e vez liammet an dud, evit krouiñ, labourat a-stroll ha kaout plijadur.

Krouiñ eskemmoù gant ar pobloù ha gant ar yezhoù minorelaet a zo talvoudus evit en em santout kreñv. Evel m’eo bet awenet ar Redadeg gant ar C’horrika e kenlabouromp bremañ gant redadegoù all en Europa : Elzas, Bearn, Iwerzhon ha Kembre. Un nerzh galloudus eo treuzkas an doareoù stourm, ar c’hengred hag ar youl.

Treuzkas ur stourm a zo treuzkas ar vuhez, ar c’hoant da vevañ betek penn, e brezhoneg.

Kendalc’homp gant hon hent, kendalc’homp da skignañ, ledanaat, krouiñ, eskemm, ober evit ma vo bev hon herezh... Gant plijadur, betek an trec’h !

JPEG - 725.9 ke