8 >> 16 a viz Mae 2026 / Lannuon >> Naoned

Tem ar bloaz - Redadeg 2026

Bevañ, bodañ, bezañ, triskell gerioù Redadeg 2026

Dibabet hon eus tri ger da dem Redadeg 2026, tri ger a grog gant al lizherenn B, evel Breizh, evel Brezhoneg : Bevañ, Bodañ ha Bezañ. C’hoant hon eus degas hol lod er preder war dalvoudegezh ar yezh evit pep hini ac’hanomp hag ivez evit hor bro.

Bevañ

Ken niverus eo an dud desachet gant Breizh, gant dremmwel ar vro, gant spered hec’h annezidi, gant an tiez brav a gaver war vord an aodoù... Met petra dalv Bevañ Breizh ? Dre hor sevenadur ? Dre an natur ? Dre ar c’hoadeier ? Dre ar mor ? Dre an eskemm ? Dre ar boued ? Dre ar garantez ? Dre hor familh ? Dre al labour ? Dre ar yezh ? N’ur zañsal, kanañ, kelenn, livañ, c’hoarzhin, ... E bed ar varzhoniezh, an dañs, ar c’han, ar c’helenn, al labour-douar, an endro, al livañ, ar c’hleweled, ar sonerezh, an arzoù, ar c’hoariva, ar stourm, ar c’hevredigezhioù : tachennoù liesseurt a zo talvoudus deomp holl war hon tamm boul-douar, war hol ledenez e penn pellañ Europa.

Luskerezed ha luskerien ar metoù-se ’zo niverus-mat, poent eo diskoachañ anezho, ha bezañ emskiantek eus ar preder koulz hag an ober evit bevañ e brezhoneg a rummad da rummad !

Bodañ : Bezañ ur strollad tud

Ur fed sokial eo pep yezh war a lavar ar yezhonourien, da laret eo un diazez eus identelezh ur bobl, eus mont en-dro ur gevredigezh. Un dra zizalc’h eus pep hini a vefe kement yezh ha war un dro un dra a zo da bep hini. Ha ne vije ket ken ar brezhoneg ur fed sokial dre ma ne vez ket komzet gant an holl er vro, dre ma ne vez ket treuzkaset er familhoù gant ar bras eus an dud ? Koulskoude, e chom ar brezhoneg ur yezh sokial !

Ul loen sokial penn-kil-ha-troad a zo eus pep hini ac’hanomp. En ur mod, plijet meurbet omp gant ar verb Bodañ. Ha n’ez eus ket gwelloc’h evit ur yezh evit bodañ an dud.

Brezhoneg yezh sokial(1), setu ul lugan a feson → a zoare evit Redadeg 2026 ! Ha pleustriñ gant ur yezh sokial, ne vefe ket ar c’hammed kentañ evit adsevel hor fed sokial muiañ karet, hor yezh, yezh ar familh, yezh al labour, yezh ar bobl, yezh ar vro ?
Bezomp bodet asambles gant hor yezh eta, er Redadeg, en hor familhoù, e pep lec’h er gevredigezh !

Bezañ

Ha pa gomzomp eus bezañ en em gavomp war un dachenn nesaek da vat !
Anv a zo eus identelezh pep hini, eus ijin pep hini, eus talvoudegezhioù pep hini, eus spered krouiñ pep hini.

Kentoc’h evit « me a zo e brezhoneg » pe « me a zo brezhoneg » ar pezh a vefe fougasiñ memestra… Gwelloc’h vefe lâr « ar brezhoneg ‘zo ul lodenn ouzhin », hag al lodenn-se a vez gwelet pe glevet pa vez kaoz eus sevenadur, eus arzoù, eus istor, eus douaroniezh, eus ar fed bezañ Tregeriad pe Bigouter pe nevez-staliet e Breizh pe eus an diaspora…

En em ginnig evel Breizhad ha brezhoneger a zo an diazez (2) , diskouez kement-se dre h·e emzalc’h hag h·e oberennoù a zo gwelloc’h c’hoazh !
« Ar brezhoneg eo ma bro, brezhoneger ma’z on» a skrive unan eus skrivagnerien pennañ hor yezh, Per-Jakez Helias. Petra dalv kement all evidomp tost kant vloaz war-lerc’h ?

Setu ur c’hinnig graet d’ar rederien, prenerien ha youlidi Redadeg 2026,…Un nebeut linennoù a c’hello, spi hon eus, degas awen deoc’h war ar preder-mañ a-raok lakaat (pe lammat en) ho potoù evit redek ganeomp war hentoù Breizh etre Lannuon ha Naoned e miz Mae 2026.

Koulskoude, prederiañ a zo brav met arabat disoñjal frazenn stur ar Redadeg « Brezhoneg ha Plijadur... hag al lugan brudet : Betek an trec’h !»

(1) « Brezhoneg yezh sokial ! » a oa titl ur pennad savet gant Dominig Jolivet embannet e-barzh Ya !

Pellgargit testenn tem 2026.

PNG - 163.4 kio