17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Bezañ a-youl vat

C’hoant ho pefe reiñ an dorn en a-raok pe e-pad an darvoud evit ma vo Ar Redadeg un darvoud brav e miz Mae 2024 ? Laouen e vo hor skipailhoù lec’hel ouzh ho tegemer gant ho parregezhioù, forzh pelec’h emaoc’h o chom e Breizh 5 departamant, ne vern ho live brezhoneg.

Skar 2022

En hoc’h aes e vefec’h da vont e darempred gant an tiez-kêr evit kinnig ha displegañ petra eo Ar Redadeg ? Pe disachañ ar skolioù evit lakaat ar vugale da gemer perzh ? Mont e darempred gant an embregerezhioù evit kinnig dezho un nor war-zu bed ar brezhoneg, ar c’hevredigezhioù a vefe prest da harpañ ar brezhoneg. Barrek oc’h gant ar binviji niverel evit buheziñ ar rouedadoù sokial ? Prest e vioc’h da sikour d’an deiz D ? Deoc’h-c’hwi da lavarout ar pezh a vefec’h laouen d’ober ha kavet e vo ganeomp !

Peadra da wellaat ho prezhoneg pe dreuzkas anezhañ, deraouidi donemat.

Plijout a rafe din kemer perzh e skipailh lodenn :
Evit kemer perzh e vin intereset: