Korrika, Rith, Ras...
Ar C’horrika evit an euskareg
C’hoar bihan ar C’horrika eo ar Redadeg ha skoazellet mat hon bet gant aozerien ar c’horrika evit aozan ar c’hentañ Redadeg. Anat eo.
Abaoe muioc’h a 30 vloaz eo ganet redadeg an Euskariz. Kantadoù a miliadoù a dud a gemer perzh bewech, bamet omp, anat eo ivez !
Korrika : skeudennoù ha titouroù ouzhpenn
La Passem
Abaoe 2018 e vez dalc’het Ar Passem!, ur redadeg aozet bep daou vloaz a-dreuz tiriad okitan Gwaskogn (Béarn, Bigorre, Comminges, Bas-Adour, Landes ha Gers).
Passem : skeudennoù ha titouroù ouzhpenn
ar Ras evit ar c’hembraeg
Lañset eo bet e 2014 ar redadeg a ginnig 3 devezh o redek e miz Gouere evit diorren ar yezh ha skoazell ar c’hevredigezhioù lec’hel o labourat evit ar yezh. Neuze, 45 kevredigezh a zo bet skoazellet e 2016.
Ras : skeudennoù ha titouroù ouzhpenn
hag ivez
ar C’horrellengua evit ar c’hataloneg
Ur redadeg bep blez evit lakaat war wel ar yezh hag ar sevendar. Kinniget e oa e 1996 e pep lodenn eus ar vro.
ar C’horrellengua : skeudennoù ha titouroù ouzhpenn
ar C’horrelingua evit ar galizeg
Redek evit lakaat ar re yaouank hag ar c’hreizennoù pedadogel e barzh ar jeu. Redek evit diorren ar yezh e bro Galisia. Un devezh o redek bep blez evit ar yezh abaoe 2005.
ar C’horrelingua : skeudennoù ha titouroù ouzhpenn






