20 >> 28 a viz Mae / Gwitreg >> Gwened

Piv a redo ma c’hm ?

Deus ‘ta mignon !

Rederien a zo ac’hanoc’h ? N’ho peus ket aon redek un neubeut kilometroù war ar maez, e-kreiz an noz ? O klask war-lerc’h un difi sport plijus emaoc’h ? Re bell zo n’ho peus ket uzet ho poutoù redek ?
Kalz abegoù a zo da zont da redek er Redadeg, ouzhpenn ar yezh hag an arc’hant !
E lec’hioù zo ez eus bet prenet kilometroù gant tud ne vint ket gouest da zont da redek. Met arabat eo e vefe torret chadenn ar Redadeg ! Setu perak e klaskomp tud da zont da redek ar c’hilometradoù-se.
Un arouez ken a-bouez all eget prenañ e gilometr eo dont da redek. Ha skoazellañ ar Redadeg dre ar redek a zo reiñ lañs d’ar yezh en ur mod brav ivez. Hag ur mare plijus eo dreist-holl !
Kontañ a reomp warnoc’h evit dont da redek, ho unan pe gant mignoned, ur c’hilometr pe meur a hini, war hentoù Breizh Izel ha Breizh Uhel !
Plijadur a rafe deomp gwelet ac’hanoc’h war an hent, sur ha n’eo ket marteze.
Neuze, arabat chom da dortal, lak da voutoù en da dreid, ha deus ‘ta mignon, deus ‘ta war an hent !

Redek a ran
Gall a ran redek
Gall a ran mont da redek