Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Gouelioù ... a bep seurt

Gouelioù ... a bep seurt

eus ar 4 d’an 12 a viz Mae 2018, eus Kemper da B/Plougerne

Taolioù kaer e-leizh e vo a-hed an hentad !
Sur eo ha n’eo ket marteze !
Festoù-noz ha deiz, gouelioù a bep seurt gant dañs ha sonerezh, hag ivez dijuniñ, pe sport pe abadennoù evit ar vugale... kit da glask ! un dra ’vo en ho korn bro evel just !

  • Au KM 1

    Evit lidañ 10 vloaz ar Redadeg hag al loc’hañ e Kemper e kinnigomp deoc’h un devezh brezhoneg war vor ! Ar Redadeg, Ti ar Vro Kemper, o kenlabourat gant Mervent ha DAO, a ginnig e framm Redadeg 2018, un devezh war vor e brezhoneg penn-da-benn, E-bourzh al lougr Kaourintin d’an 3 a viz Mae 2018. O tigaeañ eus An Oriant e c’hello an dud, e-pad an deiz bageal-dre-lien-se, ober anaoudegezh gant geriaoueg ar bageal, gellout lenn ur gartenn-vor, deskiñ un neubeud skoulmoù betek Kombrid-Sant Voran … Lenn ar peurrest
  • Du KM 1 au KM 47

    Piv a ra war dro al loc’hañ ? Ti ar Vro Kemper an hini eo Emglev Sevenadurel Bro Kemper, krouet e 1996 diwar intrudu Ti-kêr Kemper hag ar c’hevredigezhioù sevenadurel, hag a vod un tri-ugent kevredigezh bennak hag ivez izili war o anv, deus bed ar sonerezh (Sonerien Penn-ar-Bed, bagadoù, lazoù-kanañ…), an dañs (War’l Leur Penn-ar-Bed, Kendalc’h Penn-ar-Bed, kelc’hioù keltiek…), ar brezhoneg (skolioù, kreizennoù stummañ…), ar sport, hag all. Laouen omp o tegemer ar Redadeg e Kemper evit lakaat war-wel yezh … Lenn ar peurrest
  • Du KM 48 au KM 279

    Programm ar gouelioù d’ar 5 a viz Mae Douarnenez – 04-05/05 – 00:00…03:00 Dirak an MJC : Nozvezh Salsardin / Pijamadeg. Pedet oc’h da c’hortoz ar rederien gant sonerezh, dañs, filmoù ha soubenn onion. Guest stars : Penn salsardin. - km 73 da 3e vintin : gwikomp holl hor bijama evit redek kilometr ar vugale. Ploveur – 05/05 – 10:00 E Skol Louis Courot : Div Yezh Ploveur a ginnigo ur "brunch" gant boued paket buan & ur festig-deiz da zañsal holl asambles goude bezañ bet o redek. Klegereg – 05/05 … Lenn ar peurrest
  • Sul 6 a viz Mae

    1 miz zo

    Du KM 280 au KM 510

    Programm ar festoù d’ar 6 mai a viz Mae Ar Fouilhez – km 329 - 06/05 – 05:00 Goude bezañ redeg gant animatourez Park an Arvorig, heuliit anezhi en ur bourmenadenn betek ar saveheol. Karaez – 06/05 – 09:00…10:30 9:00 - Plasenn an Ti Kêr : Lein gant sonerien 10:30 - Sinema ar gazeg c’hlaz : Film e brezhoneg Groñvel – 06/05 – 10:00 Eskluz Krec’harer : Bodet e vo an dud evit redek holl asambles war hent-halaj ar c’hanol eus Naoned da Vrest a-hed 3 km (treuziñ an Trañche). Gallout a reer degas ur … Lenn ar peurrest
  • Lun 7 a viz Mae

    1 miz zo

    Du KM 511 au KM 740

    Programm ar festoù d’ar 7 a viz Mae Roazhon – 07/05 – 13:00…17:00 Mail Francois Mitterand 13e30: Kouplad sonerien ha kanerien kelc’h keltiek Roazhon, 14e00 : Sonadeg evit ar familhoù (Loened Fur ha Foll) 15e15 : Fest-deiz gant Beat Boued Trio ha kanerien ha sonerien ar vro har re G/Kelc’h Keltiek Roazhon. 15e40 : Degemer ar Redadeg war ar mail gant bagadoù bro Roazhon ha dansourien. Bez vo ivez un abadenn sirk e brezhoneg evit ar vugale. Argentred ar Genkis – 07/05 – 09:30 Kreiz kêr : Lein … Lenn ar peurrest
  • Du KM 741 au KM 971

    Programm ar festoù - D’an 8 a viz Mae Sant-Ervlan - 08/05 Kafe aozet gant Skol Diwan Sant Ervlan Savenay - 08/05 Kafe ha km redet gant an Aotroù Maer Sant Nazer - 08/05 Gouel a-hed an devezh Gwened – 08/05 – 21:00…22:30 Plasenn Gambetta : un atalier bitellat vo kinniget evit al letern (kinniget e vo bitellaet al letern àr al lec’h). Ur redadeg er gêr gloz get leternioù (km 957,958) Leternioù da vout savet get an dud, ar skolioù. Sant-Teve – 08/05 – 21:30 Plasenn an ti-kêr : buheziñ … Lenn ar peurrest
  • Du KM 972 au KM 1202

    Programm ar festoù - D’an 9 a viz Mae Kamorzh – 09/05 – 05:30 Kreiz ar vourc’h : abadenn Bagad Bleidi Kamorh Pleuwigner – 09/05 – 06:20 Kafe Pondig, straed ar Pondig : Kafe ha krampouezh. Ha trouz !! Brec’h – 09/05 – 07:10 Bar Breton : Kafe ha fars ! An Alre – 09/05 – 08:15 Sant-Sten : Krampouezh ha sonerezh (skol Diwan ha Kevrenn an Alre) Karnag – 09/05 – 11:50 E-tal ar marc’had : Dañs ha sonerezh (Bagad Arvorizion ha Mein, douar ha lann) Lokoal-Mendon – 09/05 – 13:50 Kreiz ar vourc’h : abadenn … Lenn ar peurrest
  • Du KM 1175 au KM 1433

    Programme ar festoù - D’an 10 a viz Mae Boulvriag - 10/05 – 10:00…18:00 Fest-deiz aozet gant Kuzul Skoazell Diwan Boulvriag. (km 1307) Gwengamp – 10/05 – 11:30…15:00 24/04 da 10e30 : Redadegig skolioù Diwan ha Divyezhek bro Gwengamp 10/05 da 11e30 betek 15e00 : Liorzh publik Champ du Roy – abadenn sonerezh, kanaouennoù, sonadeg ha sonerion, tavarn. Lannuon – 09/05 – 10/05 – 18:00 09/05 – 18:00 : Kreizenn Santez Anna - 24 eurvezh krampouezh (krampouezh gwerzhet evit ar Redadeg) 10/05 – … Lenn ar peurrest
  • Du KM 1434 au KM 1664

    Programm ar festoù - D’an 11 a viz Mae 11/05 – 18:45 – Lambezelleg e Brest Etre km n°1619 ha km 1620 "Kanomp er c’hanndi" E Lambezelleg e Brest e vezo kanet er poull kanañ pa dremeno ar rederien, gand ul laz kanañ a zeskerien 11/05 – 19:00…00:00 – Plougastel Plasenn an iliz : Kregiñ a raio an abardaez gant ur film e brezhoneg evit ar vugale, hag un tañvañ d’ar gouren ha d’ar c’hoarioù a bep seurt. Ar skolioù a bigno war al leurenn da ganañ asambles kanaouenn ar Redadeg. Fest-noz : strolladoù ar vro … Lenn ar peurrest
  • Du KM 1665 au KM 1708

    Programm ar festoù - D’an 12 a viz Mae Gwitalmeze – 12/05 – 07:30 Kreiz-kêr : Dijuniñ Sant Pabu – 12/05 – 08:30 Korn Ar Gazel : Lid ar panelloù Breizh 5/5 Lanniliz – 12/05 – 10:45 Redadeg bugale Lanniliz, emgav rederien Lanniliz-Landeda (9km) Landeda – 12/05 – 11:45 Porzh an Aber Ac’h ; Pik-nik, Treizh ar vazh test dre ar mor ! Plougerne - Porzh Perroz - 12/05 - 12:00 Pik-nik o c’hortoz degouezh ar vazh-test war gumun … Lenn ar peurrest
  • Du KM 1708 au KM 1708

    Pennad-Stur an Ti-Kêr : AR BREZHONEG LIESLIV, PINVIDIGEZH UR VRO ! 10 vloaz dija ! Degouezh ar Redadeg e Plougerne : warlec’h bezañ treuzet Breizh, a vro da vro, deuit da heuliañ ar vazh-eilañ kaset a zorn da zorn, a rummad da rummad, arouez ar brezhoneg liesliv ha bev. Tud a youl-vad, skolioù, kevredigezhioù, kenwerzhourien, skipailhoù an ti-kêr, a labour a-gevred evit aozañ an degemer evit gouel « Brezhoneg ha Plijadur » ! Ur blijadur eo evidomp, da ginnig deoc’h ur gouel a-feson, lec’h ‘vo kavet … Lenn ar peurrest