Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Gouelioù ... a bep seurt > Argantred-ar-Genkiz / Bro Gwitreg

Argantred-ar-Genkiz / Bro Gwitreg

Sul 24 a viz Ebrel 2016

d’ar Sadorn 30 a viz Ebrel - 6e-11e30 noz

Gwech kentañ e tremen ar Redadeg ken pell war ar reter, e Harzoù Breizh ! lidet ’vo an darvoud !
Aozet ’vo ar gouel gant kevredigezhioù ar vro (Ar bagad, La Boueze, Spered ar vro, al levraoueg,...), skol divyezhek Jean XXIII eus Gwitreg ha skoazell bras ti-kêr Argantred-ar-Genkiz. Maer ar gumun-se, Jean-Noël Beviere, en doa sinet karta Ofis ar brezhoneg e 2015. ha tomm eo e c’halon ouzh ar brezhoneg.

Liesseurt ha pinvidik e vo an abadenn : Kontadennoù evit an holl, bouloù ha c’hoarioù Breizh, bagad, kan, sonerezh, tañva an dañs. Kan ar bobl. Boued war al lec’h, tañvadenn Loïc Raison.

Plijadur ’vo !