Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Gouelioù ... a bep seurt > E Lokoal-Mendon e vo degouezh ar 5vet Redadeg

E Lokoal-Mendon e vo degouezh ar 5vet Redadeg

Sadorn 30 a viz Ebrel 2016

Arabat chom hep mont da zegouezh ar Redadeg !

Fromus, dreistordinal, souezhus, n’oc’h ket evit disoñj ar fest-se ! skritell ronsed-mor
Digor d’an holl ha digoust an abadennoù da heul ! Abeg ebet ho po evit chom b’ar gêr !

Ur programm evit an holl, 2 leurenn, unan kentoc’h war zu sonerezh a vremañ, unan all kentoc’h hengounel evit dañsal ! Plijadur evit an holl, c’hoarioù evit ar vugale, ha souezhadennoù a-bep seurt !

Deuit niverus !

Deuit da redek ar c’hilometroù diwezhañ.
Deuit d’an defi evit ar 1700 soner !

PROGRAMM da bellgargañ

Muioc’h a ditouroù ? gant ar c’hoant kemer perzh en aozadur evel den a youl vat ?
kit aze ha lakit hoc’h anv !