Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Gouelioù ... a bep seurt > Gwener 4 a viz Mae : Loc’hañ ar Redadeg e Kemper

Gwener 4 a viz Mae : Loc’hañ ar Redadeg e Kemper

Meurzh 17 a viz Ebrel 2018

- Piv a ra war dro al loc’hañ ?

Ti ar Vro Kemper an hini eo Emglev Sevenadurel Bro Kemper, krouet e 1996 diwar intrudu Ti-kêr Kemper hag ar c’hevredigezhioù sevenadurel, hag a vod un tri-ugent kevredigezh bennak hag ivez izili war o anv, deus bed ar sonerezh (Sonerien Penn-ar-Bed, bagadoù, lazoù-kanañ…), an dañs (War’l Leur Penn-ar-Bed, Kendalc’h Penn-ar-Bed, kelc’hioù keltiek…), ar brezhoneg (skolioù, kreizennoù stummañ…), ar sport, hag all.
Laouen omp o tegemer ar Redadeg e Kemper evit lakaat war-wel yezh ar vro, ar brezhoneg, gant startijenn hag en un doare plijus. Gant kentañ emvod ar Redadegoù hon eus c’hoant ivez da ziskouez d’an holl, betek broioù Europa, ez eo bev ar Brezhoneg amañ, hag ez eo youlek Ti-kêr Kemper, hag en deus c’hoant da sikour implij ar brezhoneg er vuhez foran, e-giz ma ra evit ar Redadeg ha raktresoù Ti ar Vro Kemper.

Kêr Gemper zo laouen o lakaat war wel pegen buhez-buhezek eo ar yezh ha sevenadur Breizh er c’horn bro-mañ met ivez pegen pouezus eo delc’her da vont war-raok ha teurel muioc’h-muiañ a evezh war an dazont. Gant an diviz-kêr votet e miz Du 2017 eo divizet tizhout al live 3 eus ar garta Ya d’ar brezhoneg a-benn 2020. Dav ‘vo da gêr Gemper kenderc’hel da strivañ muioc’h c’hoazh.
Ur raktres a zo digeriñ ur skol divyezhek publik all e 2019 hag un trede skol Diwan ivez. Prest eo ivez kêr Gemper da zegemer ur raktres magouri kevredigezhel ma vefe tud a-youl vat o kinnig unan. Ken pouezus all eo ivez kinnig brezhoneg en diavez eus ar skol : e mirdi an Arzoù-kaer da skouer e vez kinniget gweladennoù pe atalieroù e brezhoneg. Abadennoù a vez aozet ivez gant ar mediaouegoù. Kendrec’het eo implijidi an Ti-kêr da zeskiñ brezhoneg war o amzer labour, lod a zibab heuliañ stummadur ar CNFPT, un devezh bep sizhun.

loc'hañ-foto-tav-kemper

******************************************************************************

- Programm an devezh

2e-5e30 gm : Ploveilh -> Kemper
Bageal a raio ar vazh-test betek Kemper war ar stêr Oded. Betek Ploveilh da gentañ e bourzh ar C’haourintin ha gant yoloù, bigi ha kayakoù ar vro da c’houde, betek Lokmaria, lec’h ma erruo war-dro 5e30 gm. Kaset e vo betek plasenn Sant-Kaourintin, e-lec’h ma vo aozet kêriadenn ar brezhoneg, gant bugale ar vro gant ur Redadegig.

loc'hañ-foto-kaorintin

7e gm - Loc’hañ a raio ar Redadeg
Troioù redek a vo graet e kreiz-kêr Kemper betek 9 eur noz. Birvilh a bep seurt a vo kinniget d’ar mare-se war ar blasenn.

loc'hañ-kartenn-kemper

9e gm - Kuitaat a raio Kemper ar vazh-test
Kendalc’het ‘vo al lid gant ur sonadeg gant strolladoù :
• Eus Breizh : Dremmwel, Dom Duff, Pascal Lamour, Louise Ebrel, Magali Gestin, Bagad Kemper, War’l Leur Penn ar Bed, bugale ar skolioù,
• Eus Iwerzhon : Tadhg Mac Dhonnagàin,
• Eus Kembre ha Galiza : Maelog
• Eus Euskadi : Iker Diez Itturalde hag Asier González Soreasu.

Peadra da gaout plijadur lieslivet. Filmet ‘vo an nozvezh gant France 3 hag an Tour Tan, ha skignet e vo war-eeun war Internet evit ma c’hello an holl sellet ouzh an darvoud-se ha kemer perzh.

10e gm - Fest-noz
Hag evit echuiñ holl asambles, ur fest-noz evit dañsal gant :
Dremmwel, Bagad Kemper, Louise Ebrel hag Ifig Flatrès.

loc'hañ-foto-sonerion

Pep tra a vo digoust !

Muioc’h a ditouroù :
Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 - clelia@tiarvro-kemper.bzh

******************************************************************************

D’ar sadorn 5 a viz Mae : KEJADENN GENTAÑ REDADEGOÙ EUROPA.

DA 10EUR - SAL AN TOG RUZ – DIGOUST HA DIGOR D’AN HOLL

Evit lidañ 10 vloaz ar Redadeg, Ti ar vro Kemper ha Kevre Breizh a vodo e Kemper an holl aozerien redadegoù a zo en Europa. 10 bro a zo mennet da gas da benn o doareoù redadeg, an holl o kemer da skouer hini ar c’horrika bet savet e 1973 gant ar Vasked.
Diouzh ar mintin e vo graet tro an daol kement ha kontañ deomp berr-ha-berr istor pep redadeg, da-heul pep hini a lâro penaos e tastumont arc’hant ha petra a reont gant o arc’hant.
Diouzh an endervezh e vo eskemmoù etre ar broioù nevez deuet er jeu : Kembre, Bearn met ivez Elzas ha Kernev-Veur a zo raktreset gante lakaet en hent ur redadeg en o bro.
Da-heul e vo krouet ez ofisiel Rouedad Europa ar Redadegoù evit startaat al liammoù etre ar redadegoù hag etrebroadelaat pep darvoud. Echuet vo gant un eskemm war raktresoù boutin a c’hellfe bodañ ac’hanomp pelloc’h war hent etrebroadelaat lusk ar redadegoù.

ROLL AR REDADEGERIEN :
Korrika (Euskareg) - Euskadi
Correlingua (Galizeg) - Galiza
Correlengua (Katalaneg) - Katalonia
Course Lingua (Okitaneg) - Traoñienn Aran
La Passem (Okitaneg) - Bearn
Redadeg (Brezhoneg) - Breizh
Rhaidd yr Iaith (Kembraeg) - Kembre
Rhyth (Iwerzhoneg) - Iwerzhon

WAR SEVEL :
(Kerneveureg) - Kerne-Veur
(Elzaseg) - Elzas

PROGRAMM AR GEJADENN

10e00 : Degemer gant prezidant Ti ar Vro Kemper

10e10 : Krog a ra ar gejadenn

10e15 : Startijenn ar redadegoù evit ar yezhoù : buhezour Bernez Rouz (Kuzul sevenadurel Breizh)
• Bro-Euskadi
• Bro-Iwerzhon
• Katalonia
• Bro-Gembre
• Galiza (dre Video)
• Breizh

11e00 : Stignad berzh-mat ar redadegoù evit ar yezhoù
• Bro Euskadi
• Bro Iwerzhon
• Katalonia
• Bro-Gembre
• Breizh

12e00 : Divizoù (e soazneg hag e galleg)

12e30 : Pred e Tog Ruz (ret eo en em skrivañ).

14e00 : Taol grenn : Penaos krouiñ ur redadeg nevez e broioù all

• Bro-Gembre
• Bearn
• Elzas
• Kerne-Veur

15e00 : Ehan : ar Redadeg o tremen dirak sal an Tog Ruz

15e30 : Krouiñ Rouedad Europa ar Redadegoù evit ar yezhoù “Eurokorrika”
- Lenn ar Garta gant Tangi Louarn Prezidant Kevre Breizh
- Sinadur dileuridi ar broioù pedet d’ar gejadenn

16e : Eskemmoù diwar-benn raktresoù a-gevred al live Europa
A. kinnigoù Breizh :
• Difi yzezhoù broioù Europa. Ur Redadeg bagoù dre lienn pe bagoù arall
• Krouiñ ur Priz “Nobel” lennegezh ar yezhoù minorelaet
B. Kinnigoù arall
C. Divizoù

16e45 : Diviz echuiñ an devezh

17e : Lid-degemer gant Ti-Kêr Kemper

loc'hañ-skritell

Evit lakaat ho anv :
Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 - bernez.rouz@gmail.com