Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Gouelioù ... a bep seurt > Merc’her 9 a viz Mae

Merc’her 9 a viz Mae

Merc’her 9 a viz Mae 2018

Programm ar festoù - D’an 9 a viz Mae

Kamorzh – 09/05 – 05:30
Kreiz ar vourc’h : abadenn Bagad Bleidi Kamorh

Pleuwigner – 09/05 – 06:20
Kafe Pondig, straed ar Pondig : Kafe ha krampouezh. Ha trouz !!

Brec’h – 09/05 – 07:10
Bar Breton : Kafe ha fars !

An Alre – 09/05 – 08:15
Sant-Sten : Krampouezh ha sonerezh (skol Diwan ha Kevrenn an Alre)

Karnag – 09/05 – 11:50
E-tal ar marc’had : Dañs ha sonerezh (Bagad Arvorizion ha Mein, douar ha lann)

Lokoal-Mendon – 09/05 – 13:50
Kreiz ar vourc’h : abadenn Bagad Roñsed-Mor

An Intel – 09/05 – 15:10
Porzh an Intel : Kilmoter war vor (bagoù a bep seurt degemeret, klub kayak, Arvorizion Lokoal, pedaloioù...)

Pleheneg – 09/05 – 15:00
Er Magouer : War kae degemer an treizhourion : sonerezh gant tud ar vro, cheñchamant skipailh ar charead.

Rianteg – 09/05 – 16:30

Redit gant an Euskariz ha skol divyezheg Biaritz ar c’hilometr 1131 da 16e28 ha gant Skol Diwan Rianteg ar c’hilometr 1132.

Porzh-Loeiz – 09/05 – 16:00
Er porzh treizhañ (La Pointe) : Apero sonerezh gant Sonam, eus 16e betek 17e30. Treuzomp ar vorlenn, betek an Oriant gant ur bagad bigi. Plas vo evit an holl ar ar vag bus, pe war bigi ar Redadeg !

An Oriant – 09/05 – 16:00…19:30
E kae-lestrañ ar vag bus er porzh-pesketa : sonerezh gant Bagad Plijadur An Oriant, evit degemer ar Redadeg hag ar bagad bigi o treizhañ.
Kreiz-kêr an Oriant 4e – 7e30 g.m. : War ar Rambla Keltieg nevez digoret, kinniget vo un abadenn veur evit lidiñ tremen ar Redadeg er vro. Pedet eo an holl skolioù divyezheg eus Bro An Oriant da gemer perzh e “Flashmob” ar Redadeg. Sonerezh a vo evit ar vugale gant ar strollad “Loened Fur ha Foll” da 4eur, Flashmob da 5eur g.m. war sonerezh ar strollad Arvest, hag ur sonadeg evit ar re vrasoc’h war lec’h. Kêriadenn ar brezhoneg gant standoù, tavarn ha boued war blas. An holl c’hounid ’vo profet d’Ar Redadeg (gant sikour rouedad Emglev Bro an Oriant).
Tavarn ar Roue Morvan, adalek 7e30 noz : Evit kenderc’hel gant ar fest e kinnig Tavarn ar Roue Morvan un abadenn fanfar hag ur fest-noz en e davarn evit ma vo dalc’het soñj ag ar Redadeg er vro !

Plañvour – 09/05 – 18:00
Plasenn kreiz-kêr : Un abadenn hag un apero vo kinniget gant Les Flibustiers ha Divyezh Plañvour.

Kewenn – 09/05 – 19:00
E kreiz-kêr: Apero hag abadenn gant Spered Kewenn.

Gwidel – 09/05 –20:20
Kroaz hent-tro Lann Gumun : Apero, kafe hag abadenn gant ar gevrediezh Ar Un Dro e Gwidel.

skritell-an-oriant-bzg

Kemperle- 09/05 –20:00
Baleata betek lec’h al loc’hañ, sonerezh er skol Diwan
gouel-banaleg

Gwengamp – 10/05 – 11:30…15:00
24/04 da 10e30 : Redadegig skolioù Diwan ha Divyezhek bro Gwengamp
09/05 da 18e00 : Kreizenn sevenadurel Vrezhon – c’hoarioù get Sten Charbonneau, kinniget gant TAV Gwengamp
gouel-gwengamp
gouel-guingamp