Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Gouelioù ... a bep seurt > Sadorn 5 a viz Mae

Sadorn 5 a viz Mae

Gwener 27 a viz Ebrel 2018

Programm ar gouelioù d’ar 5 a viz Mae

Douarnenez – 04-05/05 – 00:00…03:00
Dirak an MJC : Nozvezh Salsardin / Pijamadeg. Pedet oc’h da c’hortoz ar rederien gant sonerezh, dañs, filmoù ha soubenn onion. Guest stars : Penn salsardin. - km 73 da 3e vintin : gwikomp holl hor bijama evit redek kilometr ar vugale.

Ploveur – 05/05 – 10:00
E Skol Louis Courot : Div Yezh Ploveur a ginnigo ur "brunch" gant boued paket buan & ur festig-deiz da zañsal holl asambles goude bezañ bet o redek.

Klegereg – 05/05 – 11:00
Kreizenn sevenadurel Perenn, Festival En Arwen : abadenn « Loened fur ha foll » evit ar vugale. Furoc’h kaout ur plas a-raok : 02 97 38 15 99 pe centreculturel@cleguerec.fr

Plogastell - 05/05 - 11:00
Deuit da redek gant bugale Skol Diwan Plogastell
ADALEK 11e (Sal liesimplij) : KRAMPOUEZH, TAVARN, KAN HA DAÑS
gouel-plogastell


Gourin – 05/05 – 16:00…02:00

E park ha kastell Tronjoly : abadenn sirk, pourmen kezeg, c’hoari keltiek ha Breizh, abadenn yezh ar sinoù ha brezhoneg evit ar re vihan, gouren, livaj, krampouezh ha fest-noz… betek an trec’h !
gouel-gourin

Banaleg – 05/05 – 18:00
E sal ar Banal Aour, Fest aven a lido ar Redadeg o tremen da 8 eur 15. Aozet gant ar c’helc’hioù, ar bagadoù hag ar c’hevredigezhioù sevenadurel Bro Gemperle a-gevred. Kan, dañs ha sonerezh Breizh. Digoust. Tavarn ha boued war al lec’h.

gouel-banaleg