Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Gouelioù ... a bep seurt > Sul 6 a viz Mae

Sul 6 a viz Mae

Merc’her 18 a viz Ebrel 2018

Programm ar festoù d’ar 6 mai a viz Mae

Ar Fouilhez – km 329 - 06/05 – 05:00
Goude bezañ redeg gant animatourez Park an Arvorig, heuliit anezhi en ur bourmenadenn betek ar saveheol.

Karaez – 06/05 – 09:00…10:30
9:00 - Plasenn an Ti Kêr : Lein gant sonerien
10:30 - Sinema ar gazeg c’hlaz : Film e brezhoneg

Groñvel – 06/05 – 10:00
Eskluz Krec’harer : Bodet e vo an dud evit redek holl asambles war hent-halaj ar c’hanol eus Naoned da Vrest a-hed 3 km (treuziñ an Trañche). Gallout a reer degas ur c’haiak evit ober an 3 c’hilometr-se. Boued, tavarn ha sonerezh a vo war al lec’h.

Plougernevel – 06/05 – 11:30
Kerleo : Ur wech treuzet ar vilajenn gant ar Redadeg e kinnigomp debriñ lein holl asambles. Ur piknik e-barzh ur feurm bio dalc’het gant 3 den yaouank a oar brezhoneg. Mont da vale ba saonenn an Dore, ul lec’h kaer-eston, a c’hallo an dud ober goude lein..

Klegereg – 06/05 – 14:00
Plasenn Pobéguin : Fest-deiz get Danserien Bro Klegereg
KM 422 : Penn Sardin ha bugale Dihun Bro Pondi o kanañ evit ae Redadeg war leurenn Festival En Arwen

Ploermael - 06/05 – 18:30 –
Sonadeg ha fest-noz - Plasenn an Armoù
gouel-ploermael