Brezhoneg ha Plijadur !
Degemer al lec’hienn > br > Gouelioù ... a bep seurt > Lun 7 a viz Mae
Gwener 27 a viz Ebrel 2018
Programm ar festoù d’ar 7 a viz Mae
Roazhon – 07/05 – 13:00…17:00
Mail Francois Mitterand
13e30: Kouplad sonerien ha kanerien kelc’h keltiek Roazhon,
14e00 : Sonadeg evit ar familhoù (Loened Fur ha Foll)
15e15 : Fest-deiz gant Beat Boued Trio ha kanerien ha sonerien ar vro har re G/Kelc’h Keltiek Roazhon.
15e40 : Degemer ar Redadeg war ar mail gant bagadoù bro Roazhon ha dansourien.
Bez vo ivez un abadenn sirk e brezhoneg evit ar vugale.
Argentred ar Genkis – 07/05 – 09:30
Kreiz kêr : Lein gant bagad Argentred, buheziñ gant komersanted ar vro, komite ar gouelioù, kluboù sport, sonerien. Garaztarrak, strollad dañsoù hengounel bro Euskadi o skoazell ar C’horrika.
Gwitreg – 07/05 – 11:00
Plasenn ar Republik : Buheziñ war un dro gant ar marc’had ha gant ar gevredigezh Spered ar vro, klub "les milles pattes", Loic Raison, ul lagadenn gant ar Redadeg dirak ar c’hastell. Garaztarrak, strollad dañsoù hengounel bro Euskadi o skoazell ar C’horrika.
Kastell-bourc’h – 07/05 – 12:30
Plasenn an Ti-kêr : Sonerezh, Boued, Piknik ha buheziñ, stand KAÑFARLUCHOÙ
Bruz – 07/05 – 15:00…18:00
Park an Herverie : leurenn sonadeg, flash-mob « Hanter-kant », kenstrivadeg Mölky, kinnig "Breizh-Cocotte" (folennoù pleget mod origami gant gerioù e brezhoneg), stand katev-evaj.
Guemene Penfao – 07/05 – 19/30
Fest-noz