Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Gouelioù ... a bep seurt > Gouel al loc’hañ a vo e Sant-Ervlan

Gouel al loc’hañ a vo e Sant-Ervlan

Meurzh 3 a viz Mae 2016

Gouel al loc’hañ

Sant-Ervlan d’ar Gwener 29 a viz Ebrel, Parc ar Savèze - Sillon de Bretagne da 6e
Digor d’an holl hag evit mann !

Program an abadenn da bellgargan

  • Adalek 6e : Prezegennoù. Erruout a raio ar vazh-test. Karr Meurlarjez Naoned. Abadennoù : Strollad c’hoariva La Obra, Bagadoù Liger-Atlantel ha Lokoal-Mendon.
  • 13km kentañ ar Redadeg : troioù a vo a dremeno meur a wech dirak al leurenn e kreiz ar gouel. Skolioù, kevredigezhioù, embregerezhioù, tud brudet ha dilennidi a yelo da redek evit ar brezhoneg.
  • 7e30 : Sonadeg Gouez. Triad rock eus Naoned e brezhoneg.
  • 9e00 : 13vet kilometrad ha loc’hañ eus Sillon de Bretagne betek Naoned, dre Orvez.
  • 9e00 : Sonadeg Brieg Guerveno Group. Ur skouer evit ar rock e brezhoneg.
  • 10e15 : Fest-noz gant Startijenn. Unan eus ar strolladoù pennañ er bed sonerezh Breizh o sevel ur sonerezh efedus, modern ha bev..

Titouroù ouzhpenn

Parc ar Savèze – Sillon de Bretagne - adalek 6e
Tram linenn 3, Bus linennoù 50 ha 54, arsav « Sillon de Bretagne »

Tavarn, Ostaleri a vo war al lec’h.

Titouroù :
Yezhoù ha Sevenadur
07 82 70 15 14 - redadeg44@gmail.com - www.ar-redadeg.bzh