Brezhoneg ha Plijadur !
Degemer al lec’hienn > br > Gouelioù ... a bep seurt > Staj brezhoneg e-bourzh al lougr Kaourintin / d’an 3 a viz Mae (...)
Sadorn 7 a viz Ebrel 2018
Evit lidañ 10 vloaz ar Redadeg hag al loc’hañ e Kemper e kinnigomp deoc’h un devezh brezhoneg war vor !
Ar Redadeg, Ti ar Vro Kemper, o kenlabourat gant Mervent ha DAO, a ginnig e framm Redadeg 2018, un devezh war vor e brezhoneg penn-da-benn,
E-bourzh al lougr Kaourintin d’an 3 a viz Mae 2018.
O tigaeañ eus An Oriant e c’hello an dud, e-pad an deiz bageal-dre-lien-se, ober anaoudegezh gant geriaoueg ar bageal, gellout lenn ur gartenn-vor, deskiñ un neubeud skoulmoù betek Kombrid-Sant Voran (Bro Vigoudenn) e-lec’h ma vo dilestret.
Evit kaout muioc’h a ditouroù hag evit en emskrivañ, deuit davet Mervent a-raok ar 6 a viz Ebrel 2018.
02 98 87 72 41 - mervent2@wanadoo.fr
Diwallit, ne vo ket kalz plasoù e-bourzh.