Brezhoneg ha Plijadur !
Degemer al lec’hienn > br > Kanaouenn > Holl ganaouennoù ar Redadeg
Yaou 17 a viz Here 2019
Estreget ar ganaouennoù ofisiel e c’hallomp selaoù kanaouennoù ouzhpenn krouet a-ratozh-kaer ha kaset deomp war eeun gant an dud !
Betek an trec’h - Klip Kanaouenn ofisiel 2018
Huch ’ta Redadeg : kanaouenn ofisiel 2016
An Alambadeg : kanaouenn ofisiel 2014
Kanaouenn “Laouen” savet gant skipailh Roazhon - 2014
Pozioù kempennet gant Laurence Guillo, Katell Chantreau ha Jean-René Le Moullec
Kanaouenn enrollet ba studio Légitime Folie gant Andréa-Aziliz Mevel, Suzon, Anna Burlot, Lera Smith, Jean-René, Aude, Lukian ha Konan Le Moullec, Adèle Naegele, Laurence Guillo, gant skoazell Vincent Burlot hag Iwen Casteret.
Lipdub filmet plasenn an ti-kêr e Roazhon d’ar Sadorn 24 a viz Mae 2014. Trugarez d’an holl berzhidi !
Kanaouenn skipailh Loic - 2014
Krouet gant ur skipailh Redadeg evit e flijadur hag hon hini ;-)
Kanaouenn skolaj Plijidi - 2014
Kanaouenn Strollad SILWINK - 2014
Silwink, ur strollad tud yaouank ha donezonet :
Trombone : Marin In
Bateri : Loeiz Ar Bras
Fleut : Fulub Gourves
Gitar : Louri Bon
Kan : Kadvael Jolived-Leforestier
Gitar Boud : Gireg Moutoun
Djembe : Guildwen Capdeville
https://www.youtube.com/watch?v=i-shhFFqj4M
Foeter Breizh, sklaer a-dreuz
Hast afo !
Foeter Breizh, plant ar reuz
War-sav !
Che Ye Ye Ye Ye Ye… Che Ye Ye Ye !!!
Redadeg, savit ho taouarn !
Redadeg da Zouarnenez.
Redadeg, komzit brezhoneg !
Redadeg, vit ho plijadur.
Pellgargañ ar ganaouenn
Pozioù
Ur ganaouenn savet gant tud yaouank dornet mat, hag ur c’hlip farsus war ar marc’had, a gaso ’hanoc’h eus ribinoù Bro Leon betek plasenn ar c’honkord e Pariz.
Pellgargañ ar ganaouenn
Pozioù
Redek war un ton plin ? Redek ha dañsal, dañsal ha redek, yep yep yep ! Kanaouenn kanet gant Aodren ha Tangi.
Skolidi divyezhek Douarnenez o doa degemeret ar rederien war an ton bras pa zo bet erruet ar Redadeg... Kanet ho poa gante ?
Awenet bras gant ar ganaouenn-se e oa Skipailh Rianteg !
Pellgargañ ar ganaouenn
Pozioù
War un ton hengounel deus Bro Gwened e vez kanet ar ganaouenn-se bet savet gant skolidi Diwan An Alre.
Pellgargañ ar ganaouenn
Pozioù
Un tamm barzhoniezh ba bed ar rederien. Ra ket droug ’vat.
Klevet ’peus e vo aozet ur pezh-mell gavotenn evit mont eus porzh ar Rosmeur betek ar plasenn Beziers d’ar Sadorn 19 a viz Mae da geñver gouel degouezh ar Redadeg ? Pedet eo an holl sonerien da gemer perzh : setu ar skrid sonerezh evit pleustriñ un tamm en a-raok.
2010
Redek evit ar brezhoneg...
Soñj ’peus ? Kredapl ’peus bet tro da vouskanañ pe da ganañ ar ganaouenn-se a bouez penn alies abaoe 2010 ! Savet eo bet gant David ar Gall ha skolajidi Diwan Gwened, ha deuet da vezañ brudet kenañ goude bezañ bet azasaet ha punkaet gant ar Ramoneurs de Menhirs. Pebezh plijadur !
Pellgargañ ar ganaouenn
Pozioù