Kanaouenn “Laouen” savet gant skipailh Roazhon - 2014
Pozioù kempennet gant Laurence Guillo, Katell Chantreau ha Jean-René Le Moullec
Kanaouenn enrollet ba studio Légitime Folie gant Andréa-Aziliz Mevel, Suzon, Anna Burlot, Lera Smith, Jean-René, Aude, Lukian ha Konan Le Moullec, Adèle Naegele, Laurence Guillo, gant skoazell Vincent Burlot hag Iwen Casteret.
Enrolladenn Laouen
Enrolladenn Laouen
Pozioù
Lipdub filmet plasenn an ti-kêr e Roazhon d’ar Sadorn 24 a viz Mae 2014. Trugarez d’an holl berzhidi !
Krouet gant ur skipailh Redadeg evit e flijadur hag hon hini ;-)
sonenn_skipailh Loic
sonenn_skipailh Loic
Kanaouenn skolaj Plijidi - 2014
Kanaouenn skolaj Plijidi
Kanaouenn skolaj Plijidi
Pozioù kanaouenn Plijidi
Kanaouenn Strollad SILWINK - 2014
Silwink, ur strollad tud yaouank ha donezonet :
Trombone : Marin In
Bateri : Loeiz Ar Bras
Fleut : Fulub Gourves
Gitar : Louri Bon
Kan : Kadvael Jolived-Leforestier
Gitar Boud : Gireg Moutoun
Djembe : Guildwen Capdeville
Ur ganaouenn savet gant tud yaouank dornet mat, hag ur c’hlip farsus war ar marc’had, a gaso ’hanoc’h eus ribinoù Bro Leon betek plasenn ar c’honkord e Pariz.
"Daou Don Doub ar Menezioù" : ton ar gavotenn veur e straedoù Douarnenez
Klevet ’peus e vo aozet ur pezh-mell gavotenn evit mont eus porzh ar Rosmeur betek ar plasenn Beziers d’ar Sadorn 19 a viz Mae da geñver gouel degouezh ar Redadeg ? Pedet eo an holl sonerien da gemer perzh : setu ar skrid sonerezh evit pleustriñ un tamm en a-raok.
Soñj ’peus ? Kredapl ’peus bet tro da vouskanañ pe da ganañ ar ganaouenn-se a bouez penn alies abaoe 2010 ! Savet eo bet gant David ar Gall ha skolajidi Diwan Gwened, ha deuet da vezañ brudet kenañ goude bezañ bet azasaet ha punkaet gant ar Ramoneurs de Menhirs. Pebezh plijadur !
"Ret eo redek" , bet savet gant David ar Gall ha kanet gant 6vet klas Skolaj Diwan Gwened. Aet e oa ar maout ganti da geñver Kan ar Bobl 2008 e Pondi (Priz ar skolajoù).
"Hir" , savet gant Nolwenn Korbell he doa skrivet kemennadenn kuzhet ar Redadeg kentañ, an hini a oa tremenet a zorn da zorn a-hed an hent (600 km e 2008).