17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Kanaouenn 2020

Lies

Kanaouenn ofisiel Redadeg 2020 : an disoc’hoù !

8 kanaouenn war ar renk
15 devezh evit votiñ
4720 mouezher

Aet eo ar maout gant : "Dait ’ta ma mignoned" gant ar strollad LIES !

Tapet 30% eus ar mouezhioù ganto ! Bet e oant e kevezerezh gant strollad Mona Cornic a zo arruet en eil ha da heul RedBordas, Skol Diwan Brest Gwelmeur, an Oriant Family, ha Kedez, Reun Denin ha Skolig Banaleg war ar memes rank... Mil drugarez da bep hini en deus kemeret perzh gant krouidigezhioù a galite, klevet ’vo an holl ganaouennoù war hent ar Redadeg c’hoazh !

Setu ar ganaouenn a gaso lusk hag energiezh d’ar rederien war hentad Redadeg 2020 :

Lies
Dait ’ta ma mignoned

Setu kanaouenn ofisiel Redadeg 2020 !
Mersi bras d’ar strollad LIES !
Plijadur’vo war hentoù Breizh !
Deus’ta mignon !

Pozioù "Dait ’ta ma mignoned"
Pellgargañ ar ganaouenn-MP3

Ha c’hoant ho peus da selaou kanaouennoù ar redadegoù tremenet ?
Amañ e vez kavet anezho