17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Kanaouenn ofisiel Redadeg 2014

Petra en doa lakaet ac’hanomp da ganañ a vouezh uhel war hentoù Breizh e 2014 ?

Kanaouenn Alambig Electrik an hini e oa ! Pebezh startijenn ganti !

Pellgargañ ar fichennaoueg sonerezh : klikit amañ

Ar paozioù

Goude ur galv e oa bet erruet 7 kinnig eus perzh arzourien, a-vicher pe get.
Hini Alambig Electrik a oa bet dibabet. Tonioù kouevr ha modern, startijenn ganto, un “tube” da vat !

Alambig Electrik

Alambig Electrik eo: Lors Landat : Kan / Roland Conq : Gitar /Pat Pereira : Trompilh, samples /Gael Runigo : Akordeons /

Sonet ha kanet eo bet evit ar wech kentañ war leurenn fest noz bras Yaouank d’ar Sadorn 23 a viz Du e Roazhon.

Un digarez e oa ivez da filmañ un nebeut skeudennoù evit ar c’hlip bruderezh Redadeg 2014 a vo savet gant Seveniñ. Startijenn er c’hlip sur ha n’eo ket marteze !

a-hend-all, da c’hortoz ar c’hlip ofisiel unan disofisiel evit ar bloaz nevez a oa bet kaset deomp