"Poent eo", kanaouenn ofisiel 2026
“Poent eo" : amañ emañ kanaouenn nevez ar Redadeg!
Ya, deuet eo er-maez!
Ar Redadeg a ziskouez he c’hanaouenn ofisiel hag er bloaz-mañ eo Plouz&Foen ha Nolwenn Korbell a ro an tempo gant “Poent eo" – un ton leun a startijenn, nerzh hag a roio c’hoant da redek asambles.
Soñjet evit lakaat ar rederien da dridal a-hed ar c’hilometroù.
Er penn a-raok e chom an diskan (bezit prest, chom a raio en ho pennoù e-pad pell !).
Ur ganaouenn engouestlet
“Poent eo!" n’eo ket hepken ur ganaouenn lañsus, ur ganaouenn engouestlet eo ivez.
Plediñ a ra war ur mod soutil hag ampart temoù liammet gant ar minorelezhioù, ar yezhoù gwasket, an treuzkas a vez graet dezho – pe get.
Dre ar pozioù e tegas an arzourien da soñj eo poent cheñch an traoù, lakaat ar yezhoù minorerelaet da vezañ brudet-mat ha bevet war ar pemdez a-benn ar fin.
Un doare da lavaret, en un doare uhel ha kreñv, ar pezh a vez gwisket gant ar Redadeg: bevomp, bodomp, bezomp e brezhoneg !
Un abadenn gentañ er Vauban
A-raok ma vefe deuet er-maez en un doare ofisiel, e oa bet klevet « Poent eo » klevet ar wech kentañ er Vauban, e Brest, e miz Du.
Un aergelc’h plijus...hag arvesterien kendrec’het kerkent hag an notennoù kentañ.
Plouz & Foen ha Nolwenn Korbell o deus lakaet tan er Vauban!
Bannoù-son a-us an hentoù
Evel bepred ar ganaouenn ofisiel a ambrougo ar Redadeg e pep korn eus Breizh : er c’hirri, e gouel al loc’hañ, er gouelioù war an hent, en degouezh...
E berr gomzoù, e pep lec’h ma vez kanet, e pep lec’h ma vez redet hag e pep lec’h ma vez bev ar brezhoneg.
Un drugarez vras d’an arzourien evit ar ganaouenn-mañ a ro c’hoant da ganañ ha da dreuzkas.
Poent eo!
– Poent eo...redek, c’hoarzhin, komz brezhoneg ha lakaat ar Redadeg da dridal!
👉 selaouit “Poent eo”
Pellgargit ar pozioù








