17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Merañ ho kilometr

Prenet/miret ho peus ho kilometr(adoù) Redadeg ? Trugarez deoc’h !
Menegit an anv pe al lez-anv a vo skrivet war panel ho kilometrad (libellé du panneau) a vo staliet war al lec’h ho peus dibabet war hentoù Breizh.
Enlinenn war-eeun e c’hallit gwiriekaat, reizhañ, klokaat titouroù ho profil (ho chomlec’h evit ar fakturenn pe ar guitañs kemedel, titouroù evit ho kehentñ : lec’hienn internet, pajennoù facebook, twitter,...).
Gell a rit pellgargañ ha moullañ ho tosar rakniverennet gant niverenn ho km !
An dosaroù zo da lakaat dirak, war ho ticheurt (ha nompas war ar gein) evit ma vo kemeret fotoioù ouzoc’h un ur redek diouzh ar c’hamion buheziñ a vo dirazoc’h.

contributeurs

Penaos ?

Ret eo mont war lec’hienn ar Redadeg sellet ouzh roll prenerien 2024

Ul lec’h "klask" ez eus evit kavout hoc’h anv pe niv ho km. Ur wech kavet, klikit war ar c’hreion a zehoù ha kendalc’hit oc’h en em gevreañ war ho kont gant ho ker kuzh.

N’ho peus ket krouet ho kont c’hoazh ?

Ezhomm hon eus da liammañ ho kont personel gant ho prenadennoù. Krouit anezhi ha kasit ho chomlec’h postel deomp evit ma vo liammet ganeomp gant ho profil : Furmskrid darempred en ur zibab "Merañ ho km" evit an abeg. Da c’houde e c’halloc’h mont d’hoc’h enemgevrañ war-eeun evit gwiriekaat titouroù ho profil.

Perak krouiñ ur gont ?

1/ kaout ar fakturenn pe ar guitañs kemedel : ho chomlec’h post hon eus ezhomm d’an nebeutañ evit sevel an dielloù. Un niverenn bellgomz evit tizhout ac’hanoc’h a vo mat deomp ivez.

2/ dizkouezh anv ar reder a zougo ar vazh test : evit pep km e c’hallit diskouezh piv a redo hag an anv da skrivañ war ar panell.

3/ Pellgargit ha moullit ho tosar rakniverennet.

4/ evit ho pruderezh : Lakaet ’vez ho perzh war wel war hor pajenn "Prenerien 2020". Gallout a rit ouzhpennañ liammoù ho lec’hienn internet, pajenn facebook ha twitter, logo ho framm ha titouroù e brezhoneg hag e galleg evit bezañ gwelet muioc’h.

5/ cheñch ho mod da baeañ : dre gartenn vank daoust m’ho poa dibabet paeañ dre chekenn enlinenn : war bajenn "ma frenadennoù" e c’hallit cheñch an dibab eus "chekenn" da "gartenn-vank" ha klikañ a-zeou e traoñ ar bajenn evit paeañ dre gartenn.

6/ gwiriekaat an titouroù diwar benn ho paeamant ha mard eo enkefiet ar chekenn ha pegoulz.