Emgav kentañ e miz Mae 2024 !

Alvan & Ahez « Fulenn » - gounezerion Eurovision France

Foto Alvan ha Ahez

Ar strollad Alvan & Ahez, hag a gan e brezhoneg a vo o kenstrivañ e Eurovision Bro-C’hall a-benn mont e anv Bro-C’hall d’ar genstrivadeg Eurovision e miz Mae !

Filmet eo bet gourfenn Bro-C’hall an Eurovision e Pariz war-eeun war Frañs 2 d’ar Sadorn 5 a viz Meurzh 2022. E-kerzh an abadenn-mañ en deus roet lamm ar strollad breizhad d’an 11 strollad all hag a oa o kenstrivañ enep ’to. Gounezet o deus vot ar publik koulz hag hini ar juri hag erruet int pell dirak Pauline Chagne (172 poent) gant o 222 poent. Mont a raio gant ar brezhoneg, e anv Bro-C’hall, Alvan & Ahez, betek kêr Torino, en Italia d’ar 14 a viz Mae da genstrivañ a-enep 24 vro. Kalon dezho !

Teir flac’h a ya d’ober ar strollad Ahez, an div Sterenn (Diridollou ha Guillou) ha Marine Lavigne. Brudet int amañ e Breizh dre ma ganont e strolladoù all evel Eben hag an Teir (Marine LAVIGNE pe a-drugarez d’an daouad Diridollou/Lavigne. Alvan (Alexis Morvan-Rosius) a zo ur sonner rok-elektro staliet e Roazhon. Ar strollad nevez-savet mañ en deus kanet ar ganaouenn "Fulenn" awenet gant mojenn Katell-gollet ha skrivet gant Marine Lavigne.

Sterenn Guillou ha Marine Lavigne zo anavezet mat-tre gant aozañ Ar Redadeg. Kanet oa bet kanaouenn ofisiel Redadeg 2018 ganto !

Kanaouenn ofisiel 2018 :