Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > An holl e kemper d’an 13 a viz meurzh da 1e13 !

An holl e kemper d’an 13 a viz meurzh da 1e13 !

Lun 15 a viz Meurzh 2021

Skeudenn manif Kemper 13 03 2021

Abaoe ouzhpenn 10 vloaz e klask ar Redadeg kas war-raok ar brezhoneg en un doare plijus, troet war ar blijadur. Rediet omp gant ar stad da guitaat un tamm hon hentoù boaz evit mont er straedoù ar wech-mañ da huchal gant an holl re a stourm a-enep emzalc’h mezhus an Aotroù Blanquer hag e gonsorted.
Boazet omp da redek a-dreñv karr-tan ar Redadeg gant sonerezh lañsus, livioù ha gouleier lufrus, ne fell ket deomp heuliañ karr-kañv ar brezhoneg a gaso ac’hanomp d’ur bed mantrus ha teñval, pezh a rankimp ober ma kendalc’h ar stad da lakaat skoilhoù war an hent.
Tennañ ar skoilhoù n’eo ket trawalc’h, ret eo skoazell ar yezh da vat war dachenn an deskadurezh evel just, met ivez ar c’hleweled, ar c’helenn d’an dud deuet, ar buheziñ, ar vuhez foran....
Hervez lugan Redadeg 2020, deuit’ ta gant ho mignoned !
Bezomp niverus e Kemper, Betek an trec’h !
Ha ma vefe deuet ar poent d’ar chas doñv da vont da ouez !