17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Ar c’hilometroù da brenañ abaoe an 28 a viz Here

Digoret eo bet ar stal evit prenañ kilometroù Redadeg d’ar Sadorn (28/10) da vare Gouel al Levrioù Karaez. Roet ez eus bet lañs d’ar werzh asambles gant Alan Stivell.

Loc’hañ a raio ar Redadeg d’ar Gwener 17 a viz Mae eus Beg Ar Raz evit degouezhout e Montroulez d’ar Sadorn 25 goude 2222 km a-hed hentoù hor 5 departamant.
Un dra nevez er bloaz-mañ, ar « c’hilometroù-nij » : Gallout a rit prenañ ur c’hilometr ha leuskel an aozerien da lec’hiañ anezhañ diouzh an ezhommoù. Met evel-just e c’heller atav dibab ur c’hilometr resis, pa blijo an niverenn d’an dud pe c’hoazh an hini a zo dirak an ti pe e forzh pe lec’h arouezel evit den-mañ-den.

Evel boaz abaoe 15 vloaz bremañ e vo gouestlet ar gounidoù evit un hanter da zDiwan hag evit un hanter all da raktresoù bet dibabet evit o ferzh da gas war-raok ar brezhoneg. Gant abadenn 2024 e vo tizhet ar milion a euroioù roet en-dro gant Ar Redadeg a-drugarez d’an holl brenerien ha rederien.

Pennad Le Télégramme
Pennad Ouest-France

Skeudenn Jean-Yves Collin/Le Télégramme

Skeudenn Alan Stivell