Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Bez e vo eus ar Redadeg e miz Mae a-zeu.

Bez e vo eus ar Redadeg e miz Mae a-zeu.

Gwener 26 a viz Meurzh 2021

Hentad 2021

Azasaet diouzh ar redioù yec’hedel evel just, met redet e vo war hentoù Breizh en Nevez-Amzer ! Ar c’hlaoustreoù ekonomikel ha sevenadurel ken a-bouez evidomp o deus kendrec’het ac’hanomp, ne c’hellomp na daleañ ur wech ouzhpenn na nulañ da vat.

2020 km a vo graet evel raktreset gant ur protokol diouzh ar reolennoù surentez hag ur vazh-test a vo lakaet war-wel er sammorell buheziñ a-raok ar rederien (ne vo ket treuzkaset dorn-ha-dorn evit ur wech) evit ma vo ambrouget ar berzhidi ganti a-hed an hentad. Pal ar jeu a zo degas ar gemennadenn a zo enni a-dreuz Breizh betek an degouezh e Gwengamp d’an 29 a viz Mae e-lec’h ma vo lennet ha filmet.

Diwan hag ar raktresoù evit ar brezhoneg o deus ezhomm da vezañ skoazellet. Setu perak e c’houlennomp ganeoc’h hiziv prenañ ho kilometr ma n’eo ket bet graet c’hoazh.
M’ho peus graet dija : lakait da brenañ unan : ho mignoned, ho familh, ho kevredigezh sport pe sevenadurel, tud ar gentel brezhoneg... ne vern. Ma vez lakaet da brenañ ur c’hilometr, hag unan hepken, gant pep hini e vo gwerzhet an 2020 km hag e c’hellaimp reiñ an arc’hant prometet war leurenn an degouezh e Gwengamp.

Dalc’hit an devezh an 29 a viz Mae. Degouezh ar Redadeg e Gwengamp a vo e fin an
abardaez ha piv oar ma ne vo ket souezhadennoù all d’an devezh-mañ...

Na chomit ket da dortal, prenit ho kilometr !

Betek an trec’h !