Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Bezañ a-youl vat

Bezañ a-youl vat

Yaou 5 a viz Du 2020

C’hoant ho pefe reiñ an dorn en a-raok evit ma vo Ar Redadeg un darvoud brav e miz Mae 2021 ? Laouen e vo hor skipailhoù lec’hel d’ho tegemer gant ho parregezhioù, forzh pelec’h ’vefec’h o chom e Breizh 5 departamant, ne vern o live brezhoneg.

En hoc’h aes e vefec’h da vont e darempred gant an tiez-kêr evit kinnig ha displegañ petra eo Ar Redadeg ? Pe disachañ ar skolioù evit lakaat ar vugale da gemer perzh ? Mont e darempred gant an embregerezhioù, kevredigezhioù a vefe prest da harpañ ar brezhoneg dre Ar Redadeg en ur ginnig dezho prenañ ha redek ur c’hilometr ? Barrek oc’h gant ar binviji niverel evit buheziñ ar rouedadoù sokial ? Deoc’h-c’hwi da lavarout ar pezh a vefec’h laouen d’ober ha kavet e vo ganeomp !

Peadra da wellaat ho prezhoneg pe dreuzkas anezhañ, deraouidi donemat.

Dont da vezañ a-youl vat