Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Eus an 21 d’an 29 a viz Mae 2021 e vo redet Redadeg 2020

Eus an 21 d’an 29 a viz Mae 2021 e vo redet Redadeg 2020

Sadorn 27 a viz Mezheven 2020

JPEG - 160.5 ke

Goude bezañ kaozeet gant an dud a youl-vat, aozerien al loc’hañ e Karaez hag an degouezh e Gwengamp en deus divizet kuzul-merañ ar Redadeg e vefe redet Redadeg 2020 etre an 21 hag an 29 a viz Mae 2021.

Hor pal kentañ zo degas ar skoazell prometet da raktresoù 2020 ha da rouedad ar skolioù Diwan. Dalc’homp ganti eta evit gwerzhañ ar 1220 kilometr a chom a-raok fin ar bloavezh,2020 !

War an ton bras e vo lidet ar Redadeg a zeu ! Pedet ’vez ar re o deus prenet o c’hilometr da virout anezho evit ma vefe redet ganto e miz Mae 2021. Evit ar re n’o deus ket graet c’hoazh ez eus tu mirout/prenañ o c’hilometr enlinenn war hon lec’hienn internet www.ar-redadeg.bzh. Dibabit ho kilometr, lakait hoc’h anv, skrivit anv an dud a vo douget ar vazh-test ganto ha prientit ho mousc’hoarzhoù evit ar poltredoù !

* Adkavit ar raktresoù arc’hantaouet e 2020.