8 >> 16 a viz Mae 2026 / Lannuon >> Naoned

Eus Lannuon betek Naoned eus an 8 d’ar 16 a viz Mae

Bodet e oa bet izili ar Redadeg d’ar 7 a viz Kerzu 2024 e Pondi evit Emvod-Meur ar gevredigezh. Fin an devezh oa bet divizet gant ar C’huzul-merañ nevez lec’h loc’hañ ha degouezh he 10vet abadenn e 2026.

Lañset e oa bet ar galv e miz Here d’ar c’hevredigezhioù. Ur bodad labour a-youl vat zo bet savet evit reiñ lañs d’ar galv, kejañ ouzh pep hini en deus lakaet e anv e miz Du gant ar pal gouzout hiroc’h diwar-benn pep raktres.

Diouzh muzulioù a bep seurt, eo bet graet ar choaz hervez ur votadeg ha laouen eo Kuzul-merañ nevez ar Redadeg hag e vodad labour o kemenn deoc’h e vo degemeret loc’hañ 2026 e Lannuon d’an 8 a viz Mae hag an degouezh 8 devezh war-lerc’h e Naoned d’ar 16 a viz Mae.

Ar pal kentañ bremañ eo liammañ an div gumun gant un hentad a dreuzo Breizh 5 departamant. Gervel a ra ar Redadeg an holl gevredigezhioù, kerent ar skolidi Diwan, Div Yezh, Divaskell ha tud dedennet evit sevel a-stroll hentad 2026 war o zerouar (Lârit deomp dre furmskrid "Bezañ a-youl vat")

Degouezh-montroulez-2024-skipailh-redadeg