Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Galv an arzourien

Galv an arzourien

Merc’her 11 a viz Here 2017

Salud deoc’h arzourien ha buhezourien a bep liv !

JPEG - 82.9 ke Emañ ar skipailhoù lec’hel ouzh ar stern en-dro evit aozañ tremen ar Redadeg e miz Mae 2018, hag ijinañ ar festoù a vo da heul.
Da-geñver 10 vloaz ar Redadeg e plijfe deomp broudañ ar sevenadur e korf ar Redadeg, evit ma vefe ar Redadeg un digarez da lakaat an dud da redek eveljust, hag ivez da lakaat war-wel ar c’hrouiñ hag ar buheziñ e brezhoneg. Fellout a ra deomp renabliñ an dud pe ar strolladoù hag a blijfe dezho bezañ pedet gant ar skipailhoù lec’hel da ginnig abadennoù war hent ar Redadeg. Ar roll-se a c’hello reiñ mennozhioù d’an dud e karg eus aozañ ar festoù war hent ar Redadeg.
M’ho peus c’hoant da gemer perzh e birvilh ar Redadeg ha plantañ sevenadur enni ha m’ho peus un abadenn da ginnig, respontit d’ar goulennoù dindan :

(ur c’hondision : ar brezhoneg eo yezh pennañ an abadenn)

  1. Doare abadenn : sonadeg, pezh c’hoari, kontadennoù, margodennoù, stalioù arzoù pe sport pe me oar me, prezegenn, sinema ha kaozeadenn...
  2. Anv an abadenn ma ’z eus unan :
  3. Deskrivañ an abadenn en ur frazenn :
  4. Pet den a gas an abadenn-se ? :
  5. Ezhommoù ispisial (dafar, lec’h...) :
  6. Betek pelec’h oc’h prest da vont ? (Breizh a-bezh, xxx km en-dro da..., da skouer) :
  7. Pegement e vo goulennet ganeoc’h ? (Digoust, frejoù hent, priz an abadenn, da varc’hatañ ?) :
  8. Anv ha kontakt an den dave :

Ma’ z oc’h dedennet, kasit ho respont a-raok an 30 a viz Here. E deroù miz Du e vo kempennet brav ar roll hervez ar respontoù a vo bet resevet ganeomp ha kaset d’an dud e karg e pep skipailh lec’hel.
Monet e darempred gant : tifenn@ar-redadeg.bzh