Galv da raktresoù - Redadeg 2026
Lakaet ho peus ho mennozhioù nevez da virvilhañ ?
Gant ar c’hoant da gas da benn ur raktres a lako hor yezh da vont war-raok ?
A gammedoù bihan pe hir met war-raok bepred …
Poent eo deoc’h respont d’hor galv da raktresoù ! Termen 30/09/2025 d’an diwezhatañ
Evit Redadeg 2026 « Bevañ, Bodañ, Bezañ » ‘vo tem ar bloaz
Bloaz an 10vet Redadeg an hini eo ivez !
Peadra da vezañ awenet gant an tem-se neketa ?
Evit 2026 ‘vo ret d’ar Raktresoù bezañ awenet ha tost ouzh an tem bet dibabet evit ar bloaz ha diskouez mat hor c’hoant da lakaat hor yezh da virvilhañ.
Ale, bec’h dezhi, mall zo warnomp dija gwelout ho kinnigoù nevez !
Evit kaout skoazell kit e darempred gant Fulup KERE dre furmskrid an darempredoù.
